Ar Glock zo un heuliad pistolennoù savet gant an embregerezh Glock eus Deutsch-Wagram, Aostria. Da gentañ holl e voe implijet gant lu ha polis ar vro-se adalek 1982 dindan an anv P80. Ur framm polimer zo gant ar pistolennoù-mañ. Dont a reas goude da vezañ arm standard e armeoù ha polisoù meur a vro. Anvet eo ivez Glock Safe Action gant an embregerezh abalamour d'he draen dezhi ur pouez-loc'hañ uhel ha da dri live surentez.

Ur bistolenn Glock 17 rummad 4 (2009)

Adstummoù kemmañ

Glock 17 kemmañ

Ar stumm diazez eo ar Glock 17, ijinet e 1980 gant Gaston Glock ha produet abaoe 1981. Pemp rummad Glock 17 a zo bet betek-henn.[1]

Rummad 1 (1980-1982) kemmañ

Produet e voe da gentañ dindan an anv P80 evit arme Aostria a oa o klask un arm-dorn standard nevez. Framm ar bistolenn a oa e polimer, un danvez marc'had-mat, skañv ha solut war un dro, un arguzenn vat evit implijerien evel soudarded pe poliserien a zouge o arm gante bemdez. He skoer a oa lañset, da lavaret eo e veze adarmet anezhañ bere gouzout ne vije ket bet skoet skoet mat ur gartouchenn. Hec'h endalc'h (17 + 1 kartouchenn) a oa e-touez ar re vrasañ war ar marc'had pa oa bet savet.

Rummad 2 (1988) kemmañ

Un nebeud cheñchamantoù a voe degaset e framm an arm, evel ar pikoù war an dornell da aesaat an dornata.

 
Ur Glock 17 rummad 3 (1998)

Rummad 3 (1998) kemmañ

Reilhoù a voe ouzhpennet d'ar framm da stagañ warni pezhioù ouzhpenn evel gouleier. Cheñch a reas an dornell da glotañ gwelloc'h ouzh stumm ar bizied.

Rummad 4 (2009) kemmañ

Neuz danvez ar framm a cheñchas.

Rummad 5 (2017) kemmañ

Kemmet e voe beskell toull ar c'harger da vuanaat ar pourvezañ, ha dilezet roudoù bizied ar rummadoù 3 ha 4.[2]

Adstummoù all kemmañ

Meur a adstumm eus ar Glock 17 orin a zo bet kinniget abaoe deroù ar bloavezhioù 1980. E 2024 e vez gwerzhet an adstummoù-mañ :[3]

Kambret e 9 mm Parabellum kemmañ

  • G18, stumm aotomatek
  • G19, stumm bihanoc'h Compact
  • G26, stumm bihan-kenañ Subcompact
  • G45, G47, G48

Kambret e .22 Long Rifle kemmañ

  • G44

Kambret e .40 S&W kemmañ

  • G22 Standard
  • G23, stumm Compact
  • G27, stumm Subcompact
  • G35, stumm Competition
 
Ur Glock G29 kambret e 10 mm Auto

Kambret e 10 mm Auto kemmañ

  • G20 Standard
  • G29, stumm Subcompact
  • G40, stumm Long slide dezhi ur c'hanol hiroc'h

Kambret e .45 Auto kemmañ

  • G21 Standard
  • G30, stumm Subcompact
  • G41, stumm Competition

Kambret e .45 GAP

  • G37 Standard
  • G38, stumm Compact
  • G39, stumm Subcompact

Kambret e .380 Auto kemmañ

  • G25 Standard
  • G28, stumm Subcompact
  • G42, stumm Subcompact

Kambret e .357 SIG kemmañ

  • G31 Standard
  • G32, stumm Compact
  • G33, stumm Subcompact

Implij kemmañ

Pa voe embannet ar c'hentañ pistolenn savet gant darn plastik ne voe ket gwelet mat gant marc'had an armoù. Soñjet e veze ne badje ket pell ur bistolenn blastik, ha gwelet e veze fall dre ma veze kredet ne c'halle ket bezañ kavet gant porchedoù surentez an aerborzhioù.

E 2018 e oa mestr Glock war 65% eus marc'had an armoù-dorn e Stadoù-Unanet Amerika evit an nerzhioù polis pe surentez[4]. Nerzhioù lu, aozadurioù surentez ha nerzhioù polis e 48 bro dre ar bed d'an nebeutañ a zo bet pourvezet gant pistolennoù Glock.

Dielloù kemmañ

Daveennoù kemmañ

  1. Glock History war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 11/02/2024) (saozneg)
  2. Glock 17 Gen. 4 vs Gen. 5 war al lec'hienn Ammo For Sale, 31/03/2021 (lennet d'an 11/01/2024) (saozneg)
  3. Choose your GLOCK ! war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 11/02/2024) (saozneg)
  4. ÇAM Deniz, The Billionaire Who Got Rich Off Glock Guns, Used By The Police As Well As Mass Shooters, Forbes, 19/11/2018 (lennet d'an 11/02/2024) (saozneg)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan