Al lavar gregach γνῶθι σεαυτόν / gnōthi seauton (pe σαυτόν / sauton gant ε gwasket), da lavarout eo en em anavez da-unan, a oa skrivet e pronaos (rakporzh) Templ Apollon e Delfi - hervez a skrivas an douaroniour Paosanias ar Beajour (10.24.1), unan eus an tri lavar merket eno ( Megen agan a oa ur bomm all)..

Dismantroù templ Apollon e Delfi. Ouzh an talbenn e oa skrivet Gnothi seauton.
Γνῶθι σαυτόν, en em anavez da-unan. Skrivet ouzh gwerenn ur savadur e Ludwigshafen, en Alamagn.

Troet e vez e latin gant « Nosce te ipsum ».

Lakaet eo bet al lavar-se war gont meur a zen, c'hwec'h fur da vihanañ eus Hellaz kozh.


Hervez skridoù all e vije bet lakaet war gont Phemonoe, ur varzhez vojennel. Meneget eo al lavar gant ar barzh roman Juvenal en e flemmganoù (Flemmgan XI) ma skriv e teu ar gentel -se de caelo (eus an neñv).

Sokratez pe nann kemmañ

Alc'hwez an denegezh hervez Sokrates eo ar bomm-se, a ro d'an den ar gefridi hag an dlead da anaout e vuzul hep klask kenstrivañ gant an doueed . Diaes eo krediñ e teu eus Sokrates avat pa oa bet lavaret dija gant Herakleitos :« Ret eo en em studiañ, ha deskiñ pep tra drezomp hon-unan ».


Ster al lavar kemmañ

Gallout a reer kompren "en em anavezout" evel anavezout ha kompren emzalc'h pe emzoug mab-den, e vuhezegezh, e zoare da soñjal, rak en em anavezout n'eo nemet anavezout an dud all ivez.


Notennoù kemmañ

Lennegezh saoznek kemmañ

  • Ar varzhoneg Know Thyself gant Alexander Pope
  • Ar varzhoneg Gnothi Seauton gant Ralph Waldo Emerson
  • Stolen legacy: Greek Philosophy is Stolen Egyptian Philosophy, levr gant George G. M. James [1] .

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

-e saozneg: