Gordianus III

impalaer roman
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Marcus Antonius Gordianus a voe impalaer roman eus an 23, pe 29, a viz Here 238, betek ar 25 a viz C'hwevrer, pe a viz Meurzh, 244, dindan an anv Gordianus III. Mab-bihan e oa da Gordianus Iañ, ha niz da Gordianus II, a oa bet kenimpalaerien e 238.

Gordian III
Gordian III ha Sabina Tranquillina

E vuhez kemmañ

 
Sesters Gordianus III, graet e Roma, Patrom:13vet monidigezh (244) ; en tu mat, an impalaer Gordianus III Pius Felix Augustus, loreet e benn, gant ar paludamentum ; en tu gin, Mars Propugnator (o tizarbenn an enebour), o vont war an tu dehou hag o tougen skoed ha goaf .
 
Sesters Gordianus III, a weler en tu mat gant e benn loreet, en tu gin e lenner ar meneg « virtus augusti », an impalaer o vont war an tu dehou, o terc'hel ur goaf hag ur skoed da vrezeliñ ouzh enebourien an impalaeriezh.

Mab e oa da Junius Balbus, senedour roman, eus Anatolia, ha da Antonia Gordiana, anvet ivez Maetia Faustina, a oa merc'h da Gordianus Iañ ha c'hoar da Gordianus II, impalaerien o-daou e 238, goude un emsavadeg en abeg d'an tailhoù, en Africa.

Dimezet e oa da Furia Sabina Tranquillina, merc'h Timesitheus, prefed ar Pretordi.

Goude mouget an emsavadeg e Kartada gant legad Numidia e voe anvet daou senedour Pupienus ha Balbinus da impalaerien e Roma da dalañ ouzh Maximinus Iañ a oa krog da gerzhout etrezek Italia adalek lez ar stêr Danau gant e soudarded gourdonet mat. Pobl Roma a c'houlennas e teufe Gordianus III da reiñ skoaz, ha neuze e voe anvet hennezh da Caesar (titl) gant an daou impalaer d'an 22 a viz Ebrel. En hañvezh ar bloaz 238 en-eeun e voe lazhet Pupienus ha Balbinus gant ar Bretorianed, hag anvet Gordianus da impalaer.

E varv ha goude kemmañ

Pell amzer e voe kredet e oa drouklazhet war-lerc'h e faezhadenn gant prefed ar pretor, Fulup an Arab

Gwelout ivez kemmañ