Goro eo an ober a vez graet da dennañ laezh diouzh buoc'h, dañvad, gavr, pe ul loen all, evel kirvi-erc'h e Sápmi.
Gwechall e Breizh e veze goroet ar saout er c'hrevier, ha dastumet al laezh en ur c'helorn a veze goullonderet e podoù-houarn ponner, karget goude e kamionoù. Ne veze ket goroet alies er park rak ponner e veze dougen kelorniadoù leun.

Goro ur garvez-erc'h, dibenn an XIXvet kantved
Goroerez tredan

Hiriv e vez goroet gant mekanikoù. Degaset e vez ar saout d'ur sal ma vez bet staliet ar mekanikoù da zastum al laezh.

Livouriezh kemmañ