Gouel Mikael a vez lidet d'an 29 a viz Gwengolo. Gouel an arc'hael Mikael eo.

Foar Vikael e Brest

Breizh dizalc'h kemmañ

Da bep Gouel Mikael e veze roet e golier da izili nevez Urzh an Erminig hag ar Pennoù-ed.

Europa ar C'hornôg kemmañ

Er gevredigezh kozh en Europa ar C'hornôg e oa an deiz ma ranke ar verourien paeañ o feurm bloaziek (anvet gouel-Mikael ivez) d'ar berc'henned, pe neuze dilojañ (peurechu an eost ha poent kregiñ gant an hadañ).

Foarioù bras a veze ivez, e meur a lec'h, da-geñver Gouel Mikael.