Ar ouennelouriezh a zo ur gredenn pe ur mennozh a zo e bennaenn embann ma vije un urzhaz etre ar rummadoù tud hervez o "gouenn" pe o fobl orin. Meur a abeg a c'hell bezañ roet evel ar perzhioù ar c'horf, pe ar boazioù hiniennel pe sevenadurel. Liammet eo ar ouennelouriezh ivez gant an estrengasoni, ar spered a-enep an darempredoù etregouenn hag ar spered brizhbroadelour. Diazezet eo war skeudennoù skouer gouennel.

gouennelouriezh
ideologiezh politikel, torfed, obererezh
Iskevrennad eusprejudice, social inequality, bigotry Kemmañ
Arvezblack solitude, human race Kemmañ
Den heverkAristoteles Kemmañ
Efedracial discrimination, racial segregation in the United States, apartheid, racial segregation, Dreistbeliouriezh Kemmañ
Pleustret gantracist Kemmañ
Enebet ouzhenep-gouennelouriezh, equality Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/racism Kemmañ
kelanoù balzamet eus gouennlazh.
Foto Sascha Grabow
Ar pezh a c'hall degas ar ouennelouriezh. Rwanda, Murambi : kelanoù balzamet eus gouennlazh 1994.


Diwar spered ar ouennelouriezh ez eus bet savet reolennoù kevredigezhel a-wezhioù, diforc'hidigezh dre ar ouenn, betek mont da feulsterioù evel ar pogromoù, ar gouennlazhoù hag an naetadur etnikel. An diforc'hidigezh dre ar ouenn a zo berzet gant al lezennoù e meur a riez, met n'eo ket aes herzel outi e meur a lec'h. Koulskoude ez eus bet er XXvet kantved riezoù ma oa ar ouennelouriezh diazez ur sistem diforc'hidigezh : an Trede Reich savet gant an Nazied, Unaniezh Suafrika hag un nebeud riezoù stag ouzh an naziegezh e mare an Eil Brezel Bed (Bro-C'hall e 1941-1944, Hungaria, Roumania...).

Goude an Eil Brezel-bed, p'eo bet anavezet Gouennlazh ar Yuzevien renet gant an Nazied eo bet sellet ouzh ar ouennelouriezh evel un ideologiezh eus ar re fallakrañ ha berzet eo bet gant al lezenn e Bro-C'hall (lezenn Gayssot), met n'eus ket tu kaout un c'henasant evit termeniñ ez-ofisiel ha gouennelour eo den pe den, strollad pe strollad.

Ar ouennelouriezh a c'hell bezañ mammenn d'ur brezel diabarzh.