Goulven Mazeas (ganet d'ar 15 a viz Meurzh 1895 e Lanniliz, e Penn-ar-Bed, hag aet da Anaon d'an 9 a viz Genver 1981 e Bear) a oa ur stourmer breton. Gwerzher avaloù-douar, dont a reas, goude ar C'hentañ Brezel-bed, da vezañ ur c'hevredadelour ha peoc'hgarour europat.

Goulven Mazeas e Breiz Atao, d'an 22 a viz Meurzh 1930

Dimezet e oa gant ur Barizianez bet o vakañsin en Enez-Vriad anvet Denise Weill, e 1923.

Goulven Mazeas eo an ezel kentañ eus an Emsav bet war ar renk evit dilennadegoù. Tapet en doa 2,8% eus ar mouezhioù (376) e dilennadegoù 1930 e Gwengamp en anv ar PNB.

Kentañ Brezel-bed kemmañ

Kemer a reas perzh er brezel hag enoret e voe gant ar groaz-brezel.

Eil Brezel-bed kemmañ

Kudennoù bras a voe gantañ e-kerzh an Dalc'hidigezh. Lamet e voe e embregerezh digantañ pa oa gwelet evel yuzev. Harzet e voe e-kerzh an Eil Brezel-bed. O welet selloù ar servijoù Stad enep-yuzev o vont war-zu ar familh, Maodez Glanndour a ginnig badeziñ anezho. Harzet e voe e wreg (yuzev elzasian, ganet Weill), flatret, gant o bugale, Claudine ha Daniel, evit bezañ kaset da gamp Drancy e miz Kerzu 1943. Dont a reas a-benn da lakaat harz d'an deportadur e miz C'hwevrer 1944 dre goulenn sikour gant e gamaladed en Emsav. Ar verc'h Claudine a voe klañv bras gant an danijenn skevent.

Levrlennadur kemmañ

  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yoran Embanner, Here 2013, pajenn 322

Liamm diavaez kemmañ