Gregory Benford

astrofizikour hag skrivagner skiant-faltazi stadunanat


Gregory Benford (Mobile, Alabama, 30 a viz Genver 1941 zo un astrofizikour hag ur skrivagner skiant-faltazi stadunanat.

Gregory Benford
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGregory Benford Kemmañ
Anv-bihanGregory Kemmañ
Anv-familhBenford Kemmañ
LesanvSterling Blake Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Gen 1941 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMobile Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
ImplijerUniversity of California, Irvine, University of California, San Diego Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of California, San Diego, University of Oklahoma Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Oberenn heverkIf the Stars Are Gods, Timescape Kemmañ
Ezel eusInternational Astronomical Union Kemmañ
Prizioù resevetNebula Award for Best Novelette, Fellow of the American Physical Society, Nebula Award for Best Novel, Premio Gigamesh, Ditmar Award Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.gregorybenford.com/ Kemmañ

Kelenner enorus eo e Rann ar Fizik hag ar Steredoniezh e Skol-veur Kalifornia en Irvine. Ur c'hendaoler d'ar gelaouenn liberterour Reason eo ivez[1].

Anavezet eo evel aozer The Scarred Man ("Ar gwaz andennet", 1969), an istor kentañ diwar-benn ur viruz en un urzhiataer[2], hag evit ar stirad Galactic Center Saga (1977-94) a zeskriv ur brezel didermen etre boudoù bevedel speredek ha boudoù tredantreloc'hel ken speredek all.

Buhez kemmañ

E Mobile (Alabama) e voe ganet Gregory Benford kent kreskiñ e Robertsdale ha Fairhope, en Alabama bepred. Un ofiser en US Army e oa e dad, neuze e tremenas G. Benford un tamm eus e vugaleaj en Alamagn hag e Japan goude an Eil Brezel-bed.

Goude bet dilennet Phi Beta Kappa[3] e tapas ur Bachelor of Science (un aotreegezh) war ar fizik e 1963 e Skol-veur Oklahoma e Norman, kent tapout ur Master of Science e Skol-veur Kalifornia e San Diego e 1965 hag un doktorelezh er memes skol-veur e 1967.

E 1967 end-eeun e timezas gant Joan Abbe ; daou vugel o devoe.

E 1971 e voe anvet da veskelenner e Skol-veur Kalifornia en Irvine, hag e 1979 e voe kelenner entitlet eno.

Skiantour kemmañ

Ouzhpenn d'e labour kelenn, Gregory Benford en deus embannet tremen 200 pennad skiantel war dachenn an astrofizik ha fizik ar plasma, skoret gant meur a aozadur stadel, NASA, CIA, NSK hag AFOSRE en o zouez.

War fizik ar plasma e labouras e Skol-veur Kalifornia, war ar strafuilhoù bras-meurbet dreist-holl, koulz ha war frammoù gwarellel kalonoù ha strinkadoù ar galaksiennoù. Kenlabouret en deus evit sevel damkan an "toulloù preñved" (wormholes).

Goude aet war e leve e 2006 e krouas Genescient Corporation, ur gompagnunezh bev deknologel a zastum genomoù loened ha tud evit krouiñ louzeier nevez a c'hellfe pareañ ar c'hleñvedoù henek a zeu gant an oad[4].

Skrivagner kemmañ

Da 14 vloaz, e miz Mae 1955, Gregory Benford hag e vreur gevell James a grouas Void ("Goullo"), ur fanzine a voe pouezus en istor ar skiant-faltazi stadunanat[5] ; reoliek e voe embannet betek 1962 (niverenn 28) hag e miz Mezheven 1969 e voe an niverenn 29 ha diwezhañ[6].

E miz Mezheven 1965, ar gelaouenn Magazine of Fantasy and Science Fiction a embannas an istor kentañ gant Gregory Benford, Stand-In, a c'hounezas an eil priz en ur genstrivadeg diazezet war ur varzhoneg gant ar skrivagnerez SF Doris P. Buck (1898-1980).

Adalek 1969 e skrivas pennadoù diwar-benn an SF evit ar gelaouenn Amazing Stories.

Techet eo G. Benford da lakaat danvez tennet eus e enklaskoù skiantel en e istorioù, ar pezh a ra ur skrivagner SF kalet anezhañ.

Oberennoù kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. (en) Reason
  2. (en) Easton, Tom & Dial, Judith K. : Visions of Tomorrow – Science Fiction Predictions that Came True, Skyhorse, 2010 (ISBN 978-1-60239-998-3)
  3. ΦΒΚ,  Φιλοσοφία Βίου Κυβερνήτης  Filosofía Víou Kyvernítis "ar brederouriezh eo gouarnouerez ar vuhez", zo ur vreuriezh studierien donezonet-meurbet a vez dilennet e-kerzh o zrede pe bevare bloaziad studi.
  4. {{en]] Genescient
  5. (en) Nicholls, Perter : An introduction to Gregory Benford
  6. (en) Void er Fanac Fan History Project


  Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.
  Rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an isrummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi.