An influenzaviruz A a zo ar viruz e kaoz e diorroadur sintomoù ar grip (pe v/barr-arouez) a-vareadoù pe er bed a-bezh (kleñved-bed).

Viruz TRN int ha gouest diwar-se da gemm buan pe vuanoc'h en ur gontamaniñ spesadoù all ha dont da vezañ dañjerusoc'h.

Daou enepgen war-c'horre o bolc'henn a ro o anv HxNx, is-tipoù anezho.

  1. hemagglutinin
  2. neuraminidaz
Struktur an influenzaviruz.

Is-tip H1N1 kemmañ

Influenzaviruz A is-tip H1N1 a ro o anv d'ar viruz is-tip H1N1 eus al lignez tip A. Kiriek int d'ar grip a-vareadoù dreistholl met ivez d'ar c'hleñvedoù-bed eus ar bloavezhioù 1918 ha 2009.

Barr-arouez-bed A (H1N1) 2009 a zo diorroet dre ar viruz-mañ. Disklêriet eo bet kleñved-bed e miz mezheven 2009 gant an OMS. Meur a c'hen eus spesadoù disheñvel o deus savet ar viruz-mañ, hoc'h, yer ha den met ur viruz etre-den eo bremañ ha n'eo ket ken "viruz an hoc'h" evel ma z'eus bet tu ober anezhañ.

Er bed a-bezh e seblant izelik a-walc'h ar varvelezh diwar e gontamadur daoust ma kendalc'ho tud da vervel diwarnañ ; un dreist-varvelezh a vez memestra gant ar maouezed o tougen hag an dud teuc'h.

Ar viruz kemmañ

Seblant a ra bezañ dioroet diwar un adaozadur etre :

  • viruz ur "grip-hoc'h" Amerika an Norzh,
  • viruz ur "grip-yer" Amerika an Norzh,
  • viruz ur "grip-den" tip A an is-tip H3N2,
  • viruz ur "grip hoc'h ha yer" Eurazia.

Er-fin eo ar viruz nevez-mañ ur meskad dibar.