Gruppo di famiglia in un interno

Gruppo di famiglia in un interno zo ur film italian renet gant Luchino Visconti, embannet en 1974. C'hoariet eo gant Burt Lancaster, Silvana Mangano, ha Helmut Berger.


E Roma e c'hoarvez, goude 1968. Ur c'helenner stadunanat (Burt Lancaster), un tri-ugent vloaz dezhañ, zo o chom war e leve e-touez e levrioù hag oberennoù arzel, en un ti kozh, e kêr Roma, ur palez kozh e gwirionez, deuet dezhañ a-berzh e vamm italian (Dominique Sanda). Un deiz eo torret peoc'h an ti gant donedigezh ar varkizez Bianca Brumonti (Silvana Mangano), a deu da c'houlenn ar ranndi goullo a-us da hini ar c'helenner evit he serc'heg yaouank Konrad (Helmut Berger). A-benn ar fin, ar varkizez, he merc'h Lietta hag he c'hompagnun, Stefano, ha Konrad, a ra ur seurt tiegezh, hag en desped dezhañ e rank ar c'helenner kozh mont ennañ ivez. A-benn ar fin e kompren eo bet tennet gante eus e vuhez manac'h (pinvidik) da zistreiñ d'ar vuhez ha d'an darempredoù denel.,