Ar stêr Guadalquivir zo ur stêr eus Andalouzia, e Spagn, hag emañ hec'h aber, er Meurvor Atlantel, en hanternoz da Gibraltar .

Guadalquivir
stêr
EienSierra de Cazorla Kemmañ
En em daol eGulf of Cádiz Kemmañ
Diazad doureierGuadalquivir Basin Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
E tiriadProviñs Jaén, Proviñs Sevilla, Proviñs Córdoba, Proviñs Huelva, Proviñs Cádiz Kemmañ
Daveennoù douaroniel37°50′21″N 2°58′25″W, 36°47′29″N 6°21′24″W Kemmañ
Map
Ar stêr Guadalquivir e Spagn
E Córdoba

Dont a ra an anv eus an arabeg al-wādi al-kabīr (الوادي الكبير), "ar stêr vras"[1]. Roet e voe an anv-se d'ar stêr d'ar mare ma oa annezet Andalouzia gant muzulmiz arabegerien, da vare Al-Andalus.
Baetis, Betis e oa anv ar stêr da vare an Impalaeriezh roman[2].

Tremen a ra dre Sevilla, a-raok aberiñ, 80 km pelloc'h, er Meurvor Atlantel, dirak Sanlúcar de Barrameda.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. GUADALQUIVIR - Diccionario Etimológico.
  2. (fr) PALLAS (collectif) : Rome et l'Occident, IIe av. J.C. - IIe ap. J.C, Presses Universitaires Mirail, Toulouse, 2009
 
Diazad hag adstêrioù ar stêr Guadalquivir