Guillermo Stábile (lesanvet El Filtrador), bet ganet d'ar 17 a viz Genver 1905 e Buenos Aires (Arc'hantina) hag aet da Anaon d'ar 26 a viz Kerzu 1966 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel hag ur gourdoner arc'hantinat.

Kib vell-droad ar bed (evel c'hoarier) kemmañ

Pevar c'hrogad en devoa c'hoariet evel argader e skipailh broadel Arc'hantina, an holl anezhe da geñver Kib vell-droad ar bed 1930 a voe dalc'het en Uruguay : gant eizh pal e teuas da vezañ gwellañ paler ar c'hentañ kenstrivadeg-mañ.

Kib vell-droad ar bed (evel gourdoner) kemmañ

E 1939 e voe anvet da zibaber La Albiceleste[1], skipailh mell-droad Arc'hantina, ha gantañ e kemeras perzh e Kib vell-droad ar bed 1958 a voe dalc'het e Sveden.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. En abeg d'ar c'hrez gwenn ha glas-oabl a vez douget gant melldroaderien skipailh broadel Arc'hantina.