Guinnevere a zo ur ganaouenn saoznek savet, ton ha son, gant ar c'haner-sonaozer stadunanat David Crosby (1941-).

David Crosby e 1974.

Enrollañ kemmañ

E penn-kentañ miz Mezheven 1968 e oa bet krouet ar valladenn romantel-kenañ-mañ hag enrollet ar vaketenn anezhi gant Jack Casady (1944-)[1] ha Stephen Stills (1945-)[2] da gentañ-penn. Kinniget e voe, a-gevret gant div ganaouenn all — 49 Bye-Byes ha Long Time Gone — d'an tiez-embann pladennoù Capitol Records hag Atlantic Records : hemañ ziwezhañ a yeas ar marc'had gantañ a-barzh fin ar gont.
Dindan renerezh ijinour ar son Bill Halverson e voe enrollet e miz C'hwevrer 1969 e Los Angeles[3]. 4:43 he fad e oa kanet gant Crosby ha Graham Nash (1942-) hag a sone gitar ivez.

Embann kemmañ

Dont a reas e-maez d'an 29 a viz Mae 1969, a-gevret gant an nav c'hanaouenn all a yeas d'ober Crosby, Stills & Nash, kentañ albom ar strollad sonerien rock stadunanat Crosby, Stills & Nash. Ar bladenn-se a voe an tri arzour ar broduourien anezhi ivez.
E 1971 e tivizas Crosby & Nash kenlabourat an eil gant egile o sevel an daouad Crosby & Nash. Guinnevere a zeuas da vezañ ar ganaouenn a veze gortozet gant holl arvesterien o zroiadoù er bed a-bezh. Embannet e voe gante war an albom Another Stoney Evening a deuas e-maez e penn-kentañ 1998.

Danvez kemmañ

A-viskoazh e voe troet Crosby gant temoù liammet ouzh karantez kourtes ar Grennamzer. Gant Guinnevere en devoe tro da skrivañ ur gaer a oberenn gouestlet d'an teir maouez a vevas-eñ en o ser e-pad e vuhez : Joni Mitchell (1943-), Christine Hinton[4] hag an deirvet na fellas ket da gCrosby diskuliañ hec'h anv biskoazh[5].
Kaoz zo er pozioù eus Guinevere, anv ar rouanez, pried d'ar Roue Arzhur.

Selaou Guinnevere ha lenn ar gerioù kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Christophe Delbrouck, Crosby, Stills, Nash & Young, Le Castor Astral, 2009.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Soner gitar-boud ar strollad Jefferson Airplane d'an ampoent.
  2. Ezel (diazezer) eus ar strollad Buffalo Springfield d'an ampoent.
  3. E studio III Wally Heider.
  4. E penn fan club ar strollad The Byrds e oa a-raok mont da wreg da David Crosby ; koll he buhez a reas gant ur gwallzarvoud karr-tan e Los Angeles d'an 30 a viz Gwengolo 1969.
  5. (en) Track by Track: Crosby, Stills & Nash on Their Self-Titled Debut.