Guo Moruo (Sinaeg: 郭沫若; Pinyin: Guō Mòruò; Wade-Giles: Kuo Mo-jo; diouzh e anv a-enor: 鼎堂 Dǐng Táng) (bet ganet d'ar 16 a viz Du 1892 - aet da anaon d'an 12 a viz Mezheven 1978) a oa anezhañ ur skrivagner, barzh, istorour, hendraour hag ofisel ar gouarnamant eus Sichuan e Sina.

Guo Moruo

Ur wezh achu gantañ e studioù hervez ar sistem hengounel sinaek e kuitaas Sina e 1914 ha gant e wreg bet dimezet ganti diwar un eured rakaozet e loc'has betek Japan evit studial medisinerezh e Skol-Veur Impalaerel Kyushu. Eno en em gavas gant ur japanadez ha sevel a reas ar garantez kentreze, ken ma teuas da vezañ e eil-gwreg damofisiel.

D'ar mare-se e pledas gant studioù war ar yezhoù hag al lennegezh a estrenvro, dreist-holl oberennoù Spinoza, Goethe, Walt Whitman ha Tagore.

Ouzhpenn meur a droidigezh e embannas e dastumadenn barzhonegoù kentañ An Doueezed (女神) (1921) ha kemer a reas perzh e krouidigezh Kevredigezh ar C'hrouiñ e Shanghai, ganti da bal reiñ lusk d'al lennegezh vodern ha skrivet er yezh voutin kentoc'h evit er yezh klasel.

Emezelañ a reas ouzh Strollad Komunour Sina e 1927 ha goude c'hwitadenn Emsavadeg Nanchang ma kemeras perzh enni e rankas tec'hel kuit o klask harlu e Japan. Menel a reas du-hont e-pad 10 bloaz o studial istor kozh Sina. Distreiñ a reas da Sina e 1937 evit stourm a-enep da aloubadeg ar vro gant Japaniz.

Ouzhpenn ar c'hargoù uhel en doa bet e gouarnamant Republik Poblel Sina e oa bet anezhañ ur skrivagner hag ur barzh bet embannet gantañ meur a oberennoù koulz lennegel (troidigezhioù, pezhioù-c'hoari, barzhoniezh...) ha skiantel (istor, hendraouriezh, prederouriezh...).

Kentañ Prezidant Akadenmiezh Skiantoù Sokial Sina Chinese Academy of Social Sciences]] e oa bet ha menel a reas er c'harg-se adal kroudigiezh an Akademiezh e 1949 betek deiz e varv e 1978.

E 1966 e oa bet e-touez ar re gentañ da vezañ tamallet dindan ren an Dispac'h Proleter Sevenedurel Meur pa anzavas ne oa ket betkomprenet mat gantañ deskadurezh Mao Zedong ha sevel a reas a-du gant ma vefe devet e oberennoù. Ne oa ket bet skarzhet diouzh e holl bostoù ofisiel avat, hag er bloavezhioù 1970 e oa bet restaolet dezhañ meur a c'halloud bet kollet gantañ d'ar mare-se.

Roet e oa bet dezhañ Priz Lenin ar Peoc'h e 1951.