Guy de Maupassant

skrivagner gallek

Guy de Maupassant, Henry-René-Albert-Guy de Maupassant hervez e anv ofisiel, ganet d'ar 5 a viz Eost 1850 e kastell Miromesnil, e kumun Tourville-sur-Arques, 8 km eus Dieppe, ha marvet d'ar 6 a viz Gouhere 1893 e Pariz, zo ur skrivagner ha romantour gallek, hogen brudet e zanevelloù, un 300 anezho, dreist e oberennoù all, abalamour d'o nerzh, d'an hollwashaouriezh enne, d'ar stumm-skrivañ anezhe. Mignon e oa da Gustave Flaubert (1821-1880).

Guy de Maupassant
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGuy de Maupassant Kemmañ
Anv ganedigezhHenry-René-Albert-Guy de Maupassant Kemmañ
Anv-bihanGuy Kemmañ
Anv-familhde Maupassant Kemmañ
LesanvJoseph Prunier, Guy de Valmont, Maufrigneuse Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Eos 1850 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTourville-sur-Arques Kemmañ
Deiziad ar marv6 Gou 1893 Kemmañ
Lec'h ar marvPassy Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvKleñved Naplez Kemmañ
Lec'h douaridigezhbered Montparnasse Kemmañ
TadGustave de Maupassant Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Tachenn labourlennegezh, c'hoariva, kazetennerezh Kemmañ
Bet war ar studi eLycée Henri-IV, Lycée Pierre-Corneille, Q123138282 Kemmañ
Bet studier daGustave Flaubert Kemmañ
Lec'h annezQ124356325 Kemmañ
Deroù ar prantad labour1880 Kemmañ
BrezelBrezel 1870-1871 Kemmañ
Oberenn heverkBel-Ami, Boule de suif Kemmañ
Luskadliterary realism Kemmañ
Tachennromant Kemmañ
Levezonet gantHonoré de Balzac, Émile Zola Kemmañ
Prizioù resevetVitet Prize Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Guy de Maupassant
Luc'hskeudenn gant Nadar.
Sinatur Maupassant.

E dud kemmañ

 
Gustave de Maupassant, e dad
 
Laure Le Poittevin, e vamm

An tiegezh de Maupassant a oa deuet eus Loren da chom da Normandi, e Seine-Inférieure (Seine-Maritime hiziv) e-kreiz an XIXvet kantved. Tad Guy, Gustave de Maupassant (bet ganet Maupassant e 1821 e Bernay (Eure), marvet e 1899), a oa bet aotreet da ouzhpennañ ar rannig de gant lez-varn Rouen e 1846, a oa un den skañv, dispigner ha merc'hetaer.
D'an 9 a viz Du 1846 e timezas da Laure Le Poittevin, ganet e 1821 evel he fried. Honnezh a oa merc'h da baramantourien norman, ha c'hoar da Alfred Le Poittevin, gwellañ mignon Gustave Flaubert. He breur Alfred a zimezas er memes bloaz da Louise de Maupassant, c'hoar da Gustave de Maupassant.
E 1850 e c'hanas Laure he mab kentañ, Guy, hogen n'ouzer ket pelec'h e gwirionez : hervez lenneien zo e vefe bet e Fécamp, e ti mamm Laure, er straed Sous-le-Bois (hiriv « kae Guy de Maupassant ») daoust ma'z eo bet disklêriet ar c'hanedigezh e ti-kêr Tourville-sur-Arques.
Hervez ur vojenn eo Flaubert an hini a oa tad dezhañ, panevet ma oa ar romantour o veajiñ e broioù ar reter en amzer-se.
E 1856 e c'hanas un eil mab, Hervé, a varvas er follentez e 1889. Un ti bras e Fécamp a oa d'an tiegezh Le Poittevin, hag alies ez ay di bugale Laure da welout o mamm-gozh.

E vuhez kemmañ

 
Kastell Miromesnil, e Tourville-sur-Arques, ma oa ganet Maupassant.
 
Guy de Maupassant da 7 vloaz

Yaouankiz kemmañ

D'ar 5 a viz Eost 1850 e voe ganet Henry René Albert Guy de Maupassant, e kastell Miromesnil, e Tourville-sur-Arques (hervez akta an ti-kêr), nepell diouzh kêr Dieppe, hogen e Sotteville-lès-Rouen, hervez akta e varv e 1893.
E 1851, d'ar 17 a viz Eost, e voe badezet Guy en iliz Tourville.
E 1854 ez eas an tiegezh da chom da gastell Grainville-Ymauville, e kanton Goderville, e-kichen An Havr-Nevez.
D'an 19 a viz Mae 1856 e voe ganet e vreur Hervé e kastell Grainville-Ymauville ; e 1889 e varvo er follentez.
E 1859, aet e stal da stalig, ez eas an tad da labourat da Bariz, er bank Stolz, hag e diegezh d'e heul : e Passy e oant o chom. E miz Here e krogas Guy da vont d'al lise Napoleon (Lycée Henri-IV hiriv) ; skoliad mat e voe. Ne chomas ket pell amzer e Pariz avat.
E 1860 e tispartias Laure diouzh he fried merc'hetaer, ha foet-boutik, da vont gant he daou vab da chom da Étretat (evel o zad e varvo-hi war o lerc'h), en un ti bras anvet Les Verguies prenet ganti war ali he breur, Alfred Le Poittevin, a-raok hec'h eured. Eno e kreskas ar bugel, etre ar mor hag ar maezioù, hag ez eas da besketa gant tud an arvor, hag e teskas normaneg gante. Skoliet e oa er gêr, gant ur beleg a deue eus Etretat, an abad Aubourg. E-pad pemp bloaz warn-ugent e labouras an tad er bank Evrard.
E 1863 ez eas d'ar skol da Yvetot, hervez c'hoant e vamm, evel lojad en ur c'hloerdi bihan anvet Institution ecclésiastique, « ur gouent trist ma ren ar veleien », emezañ. Mougañ a rae er metoù-se, ha meur a wech e klaskas tec'hel. Krog e voe da werzaouiñ, ha kas a reas e gentañ gwerzennoù d'e vamm.

  • En e Églogue très amoureuse e skrivas bezañ c'hoariet ur plac'hig, Jeannette, 14 vloaz dezhi, hag eñ 13, er bloavezh-se.

En hañv 1866 en Étretat e kemeras perzh e savete ur Saoz a oa o veuziñ, ar barzh Charles Algernon Swinburne. Pedet e voe gantañ da goaniañ da di ur Saoz all ; eno e welas un dorn troc'het, danvez ar gontadenn La Main d'écorché, deuet da vout La Main e 1883. Enebet e oa Guy de Maupassant ouzh ar relijion, hag e 1868 e voe taolet e-maez e skol abalamour d'un tamm barzhoneg skrivet gantañ ha dediet d'ur geniterv nevez-euredet, kavet re skoemp gant ar veleien.
Kaset e voe da lise Rouen, ma voe skoliad mat. Skrivañ a reas barzhoniezh, perzh a gemeras e c'hoariva ar skol. Kenskriver dezhañ e oa ar barzh Louis Bouilhet, ur mignon da Gustave Flaubert, a oa o chom e Croisset. Drezañ e reas anaoudegezh gant ar romantour, a welas evel e vestr.

 
La Vague, gant Gustave Courbet (1869).

E miz Gouhere 1869 e tapas e vachelouriezh, un nebeud deizioù goude marv Louis Bouilhet. En em gavout a reas gant Gustave Courbet, war an aod, o livañ La Vague.
E miz Here ez eas da studiañ ar gwir e Pariz, ma chomas er memes savadur evel e dad.

Brezel kemmañ

Bloaz war-lerc'h e krogas brezel 1870 ; ugent vloaz e oa Maupassant, ha mont a reas d'an arme. Perzh a gemeras e kiladenn an armeoù norman dirak ar Brusianed.
E 1871, kavet unana all da gemer e lec'h, e kuitaas an arme hag e tistroas da Étretat. Adal neuze e vagas kasoni ouzh ar brezel hag ouzh an arme.

Goude ar brezel kemmañ

1872-1874

E 1872, goude goulenn hag adc'houlenn, e kavas labour dic'hopr e Ministrerezh ar Velestradurezh. Goude ur pennad e voe gopret 125 lur bep miz, ha poan en devoe o vevañ gant ken nebeud.
E-pad eizh vloaz, etre 1872 ha 1880, e veze o roeñvat war ar stêr Seine gant merc'hed yaouank dibreder, bep Sul hag en deizioù dilabour. Mont a rae da Bezons, Argenteuil, Sartrouville, Chatou, Bougival, daremprediñ a rae ostalerioù evel ti Poulin e Bezons, ma en doa ur gambr, ar Maison Fournaise e Chatou, La Grenouillère, ur radell-ti-kibellat dirak Croissy-sur-Seine. Gant e vignoned, "Tomahawk" (Henri Brainne), "Petit Bleu" (Léon Fontaine), "Hadji" (Albert de Joinville) ha "La Tôque" (Robert Pinchon) e savas Maupassant ur vreuriezh paotred hag a gase merc'hed dispont ganto war ar stêr, en ur yolenn nevez kenbrenet anvet Feuille de rose (anilinctus e latin).

1875

E 1875 e voe troet gant ar c'hoariva. Sevel a reas La Trahison de la comtesse de Rhune, drama istorel e gwerzennoù, na vo embannet nemet e 1927 e Le destin tragique de Guy de Maupassant, gant Pierre Borel[1],[2].
E miz Ebrel e voe c'hoariet, etre mignoned, ar fars pornografek À la feuille de rose, maison Turque.
En hevelep bloavezh e voe embannet e gentañ danevell, La Main d'écorché, sinet « J. Prunier », e L'Almanach lorrain de Pont-à-Mousson.

1876

E miz Here 1876 e chomas en Antibes, plijet bras gant an arvor hag ar Mor Kreizdouar. Embannet e voe e varzhoneg Au bord de l'eau[3] er gelaouenn la République des lettres, renet gant Catulle Mendès.

1877

E miz Genver 1877 e santas Guy de Maupassant kentañ efedoù an naplez. Koll a reas e vlev war e gorf penn-da-benn, poan-benn en deveze, ha fallaat a rae e zaoulagad. Mont a reas d'ur c'hurdi e Loèche, e Valais (Suis).

1878

E miz Kerzu 1878 e roas e zilez da Vinistrerezh ar Verdeadurezh. Gant skoazell Flaubert e kavas ul labour all e Ministrerezh an Deskadurezh. Displijet e voe, ha mall e voe gantañ gwelout an deiz ma c'hallje stlakal an nor war e lerc'h da-vat.

1879

E miz C'hwevrer 1879 e voe c'hoariet e bezh L'histoire du vieux temps. E miz Gwengolo e veajas da Jerzenez ha da Vreizh: gweladenniñ a reas kastell Susinio, Karnag, ar Vro Vigoudenn, Beg ar Raz, e-touez meur a dra. Ur veaj all a raio da Vreizh e 1882.

1880

D'an 11 a viz Genver 1880 e voe pedet da zont dirak barner Étampes abalamour d'ur varzhoneg.
D'ar 16 a viz Ebrel e voe embannet Les Soirées de Médan. Brud a gouezhas kenkent war an danevell Boule de suif ha war an oberour anezhi. Goude berzh an danevell e voe pedet Maupassant, gant Arthur Meyer, perc'henn ar gelaouenn Le Gaulois, da skrivañ danevelloù ha kronikoù. E-pad seizh vloaz eta e kasas e skridoù d'ar gelaouenn, sinet gant e anv. D'ar 25 a viz Ebrel e voe embannet Des Vers.
D'an 8 a viz Mae e varvas Flaubert ; glac'haret bras e voe Maupassant. E miz Mezheven e kuitaas ar velestradurezh da-vat.

1881
  • E miz Mae e voe embannet La Maison Tellier, kentañ dastumad Maupassant, gant Havard. Berzh bras a reas al levr.
  • D'ar 6 a viz Gouhere e krogas e veaj da Aljeria, evit ar gazetenn Le Gaulois, hag eno e kavas ur vro emsavet. Pennadoù a savas ma diskulias gwallefedoù an trevadennerezh gall. Distreiñ a raio di e 1888
  • E miz Gwengolo e tistroas, en ur dremen dre Gorsika hag aod Provañs.
  • E miz Here e krogas da genlabourat gant ar gelaouenn Gil Blas, ha d'ober gant an anv-pluenn « Maufrigneuse ». *Labourat a ra war ur romant nevez, Une Vie.
1882

E miz Gouhere e reas e eil beaj da Vreizh.

1883

E 1883 ez eas e weled da fall.
D'ar 27 a viz C'hwevrer e voe ganet Lucien Litzelmann, bastard kentañ Maupassant, mab da Joséphine Litzelmann, kemenerez e Châtel-Guyon, met ne voe ket anavezet ar bugel gantañ ; daou all a voe war-lerc'h : ur verc'h e 1884, ur mab all e 1887.
A-drugarez da wirioù an dastumad La Maison Tellier e c'hallas sevel ti e-tal Étretat, war un tamm douar roet gant e vamm : la Guillette e voe anvet.
D'ar 1añ a viz Du e kemeras ur Belgiad da vevel-ti, François Tassart e anv, a skrivo e eñvorennoù.
En hevelep bloavezh e voe embannet daou zastumad nevez : Contes de la bécasse ha Clair de lune, e drede ha pevare ; e romant kentañ, Une vie, a voe embannet ivez.

1884

Ganedigezh e verc'h Lucienne Litzelmann.<br / E 1884 e voe e darempred gant ar gontez Emmanuela Potocka, ur vondianez pinvidik. Eviti e oa bet krouet ar frond Shaw's Caprice gant Guerlain. Anaoudegezh a reas gant Marie Kann, brudet he saloñs, a voe serc'heg dezhañ goude bet hini ar romantour Paul Bourget. E miz Mae ez eas Maupassant gant ur yolenn, o roeñvat, eus Maisons-Laffite da Rouen. Goude-se ez echuas e eil romant, Bel-Ami, en e di e Normandi.

1885

E miz Genver e kuita Pariz da vont da Italia, met chom a ray a-sav e kreisteiz Bro-C'hall ma emañ he mamm o chom.

E miz Meurzh e voe embannet Contes du jour et de la nuit gant Havard. E fin ar miz e tegouezhas war e giz e Pariz.

D'ar 4 a viz Ebrel e krogas e veaj da Italia ha Sikilia, gant e vignoned Amic, Gervex, ha Legrand. Daou zevezh goude deroù ar veaj-se e krogas embannadur e romant Bel-Ami e Gil Blas, ha d'an 11 a viz Mae e voe embannet en ul levr gant Havard. D'ar c'houlz-se edo o tistreiñ dre Messina, Roma ha Genova. E Mezheven e tegouezhas e Pariz; goude da Etretat.

En hañv ez eas d'ur c'hurdi da Châtel-Guyon. E miz Du e prenas al lestr « Bel-Ami I » ha tremen a reas ar goañv e beg Antibes. Embannet an dastumad Monsieur Parent e ti Ollendorff. gwech an amzer e ra distroioù da bariz ma tarempred Marie Kahn, ar gontez Potocka, Hermine, ha Geneviève Strauss. Klask a ra reiñ skoazell d'e vreur, ha ne ra nemet sammañ dle war e chouk, da sevel ur stal liorzherezh en Antibes.

1886
  • E miz Genver 1886 e voe embannet Toine e ti Marpon ha Flammarion. Gwashaat a rae kleñved e zaoulagad. *Lidet eured e vreur Hervé.
  • E miz Mae e teuas La Petite Roque a zindan ar wask e ti Havard.

veajas Guy da Vro-Saoz, pedet ma voe gant an tiegezh Rothschild.

E miz Eost e veajas Guy da Vro-Saoz, pedet ma voe gant an tiegezh Rothschild.
E miz Kerzu e krogas da embann e romant nevez Mont-Oriol e Gil Blas. Tremen a reas ar goañv en Antibes ha Cannes.

1887
1888
  • E miz Genver e kasas e vreur da di ar medisin Blanche, a studie ar follentez. Embannet e voe e bevare romant, Pierre et Jean.
  • E miz Gwengolo ez eas d'ur c'hurdi da Aix-les-Bains.
  • E dibenn ar bloavezh e tistroas da Aljeria da dremen ar mizioù du.
1889
  • E 1889 e prenas ul lestr nevez, ar « Bel-Ami II », e Marseille.
  • E miz C'hwevrer 1889 e voe embannet an dastumad La Main gauche, ha Fort comme la mort e miz Mae.
  • D'an 11 a viz Eost e voe kaset Hervé de Maupassant da Bron, e-tal Lyon, da di ar re foll.
  • Beajiñ a reas Guy gant ar « Bel-Ami II » da Italia, daoust dezhañ gouzañv poan spontus en e benn hag en e zaoulagad.
  • Marv e vreur er follentez d'an 13 a viz Du.
1890
  • Tremen a reas ar goañvezh e Cannes.
  • Meurzh: La vie errante, un danevell beajoù, e ti Ollendorff.
  • Ebrel : L'Inutile Beauté, e zastumad danevelloù diwezhañ.
  • Hañvezh: diskuizh e Plombières.
  • Notre coeur, e romant diwezhañ,
  • Musotte, e bezh-c'hoari diwezhañ.
  • Diskar-amzer e Norzhafrika.
  • Dilojañ a reas adarre, en kêr Bariz ha mont da chom e straed ar Boccador.

Dibenn e vuhez kemmañ

1891

E 1891 e reas kurioù e Divonne-les-Bains ha Champel-les-Bains. Labourat kalz a rae, ha kregiñ da sevel daou romant: L'âme étrangère ha L'Angélus. Biken ne echuas an daou skrid-se.

1892
  • Etre ar 1añ hag an 2 a viz Genver 1892, e Cannes, en ti ("chalet de l'isère") m'edo o chom abaoe ur c'hwec'h sizhun, e klaskas en em lazhañ dre deir gwech, o troc'hañ e c'houzoug.
  • D'ar 7 e voe kraouiet en ur glinikenn, hini an doktor Blanche, e Passy. Biken ne zeuas e-maez anezhi en e vev. E-touez ar vedesined e oa an doktor Franklin-Groult, eil pried nizez Flaubert.
1893
  • D'ar 6 a viz Gouhere e varvas Guy de Maupassant, hag eñ 43 bloaz.
  • D'an 8 e voe an obidoù e Pariz, e Saint-Pierre de Chaillot. Beziet e voe, hep arched, e bered Montparnasse. Ar romantour Henry Céard a reas prezegenn an obidoù eno.

Goude e varv kemmañ

  • E 1899 e teuas er-maez an dastumad dalif Le Père Milon e ti Paul Ollendorff.
  • E 1900 e varvas e dad e miz Genver en Antibes, hag e teuas er-maez an dastumad dalif Le Colporteur, e ti Ollendorff.
  • E 1903 e varvas e vamm e Nisa.
  • Etre 1907 ha 1910 e teuas er-maez 29 levrenn an Oeuvres complètes de Guy de Maupassant , renet gant Pol Neveux, e ti an embanner Conard.
  • E 1912 e teuas er-maez an dastumad dalif Misti.
  • E 2008 e voe embannet an dastumad Coquineries gant Lucien Souny, ennañ danevelloù diembann o tont eus ur skol-veur stadunanat, eus dastumad Claude Seignolle ha hini un den all dizanv.

Anvioù-pluenn kemmañ

Maupassant en deus bet meur a anv-pluenn.

  • Joseph Prunier, evit « La Main d’écorché », e gentañ kontadenn en 1875.
  • Guy de Valmont, evit « Gustave Flaubert », embannet e 1876. Implijet gantañ betek 1878.
  • Maufrigneuse, etre 1881 ha 1885.

Mignoned kemmañ

Dre e gasoni ouzh ar gevredigezh e oa troet gant an natur, mor ha menez, hag an dud izel, met dreist-holl gant al labour, sioul ha didrouz, er gêr. Koulskoude e veajas ivez en Aljeria, en Italia, en Bro-Saoz, en Breizh, en Sikilia, en Aovergn, ha dastum a reas eno danvez danevelloù nevez. War ar mor kreizdouar e veaje gant e lestr « Bel-Ami », anvet diwar e roman embannet e 1885. Mignon e oa da Alexandre Dumas fils, d'an istorour Hippolyte Taine, a deue da chom en hañv war lez lenn Annecy, ha mont a reas Guy de Maupassant, war e hent da Aix-les-Bains, d'e welout meur a wech[4].

Mignon bras e voe ur pennad da Emile Zola ha Tourgeniev, gant ar vreudeur Goncourt avat ne badas ket nemeur : re lemm e oa e lagad ha re eeun e natur evit gouzañv gwalldeodoù ha klufanerezh an daou vreur… Dizemglev a savas etrezo abalamour d'an dastum arc'hant da sevel ur monumant da Flaubert.

 
A gleiz da zehoù : an itron Straus, an itron Lippmann ganet Colette Dumas ha Guy de Maupassant, o vageal war al lenn Leman, e 1889 (skeudenn gant ar c'hont Primoli).

E-touez he mignonezed e oa Colette Dumas Lippmann, Geneviève Straus.

Mennozhioù kemmañ

Levezonet e oa e vennozhioù gant dengasoni ar prederour alaman hollwashaour Arthur Schopenhauer. Enebet e oa ouzh ar briedelezh : gantañ e vije bet distaget ar frazenn "ar briedelezh n'eo ken nemet keneskemm imorioù fall war an deiz ha c'hwezh fall diouzh an noz". Daremprediñ a rae ar fouzhlec'hioù, evel kalz eus e vignoned. Ne felle ket dezhañ kemer perzh e bodad arzel ebet.

Al loened a blije dezhañ, ar c'hizhier dreist-holl. Sot e oa gant sportoù zo : roeñvat war ar stêr, chaseal, tennañ gant ar bistolenn, neuial. Lavarout a reas e nac'he kement medalenn a oa (brokus e veze ar republik nevez gant ar c'hoarielloù, ha tapet e voe un niz d'ar prezidant Jules Grévy o werzhañ anezho), nemet hini ar saveteiñ (ha ne voe ket kinniget dezhañ) : meur a zen o veuziñ en doa saveteet.

Oberennoù kemmañ

 
Une Vie, 1883
 
Bel-Ami, 1885

Romantoù kemmañ

C'hwec'h romant en deus savet :

Danevelloù kemmañ

Kontañ a reer ur mil danevell bennak diwar e zorn, darn savet evit kelaouennoù sizhuniek, hag adembannet e dastumadoù :

E 2008 eo bet embannet an dastumad Coquineries gant Lucien Souny, ennañ danevelloù diembann o tont eus ur skol-veur stadunanat, eus dastumad Claude Seignolle ha hini un den all dizanv.

A-wechoù e vez klenket e gontadennoù hervez an danvez meret enne:

  • ar gisti ha fouzhlec'hioù, evel e Boule de Suif,
  • kouerien Normandi
  • ar briedelezh hag an avoultriezh
  • ar vastardiezh
  • brezel 1870
  • Aljeria

C'hoariva kemmañ

 
Jean Béraud, Les Grands Boulevards : Le théâtre des Variétés (bloavezhioù 1880-90)

Barzhoniezh kemmañ

  • Des vers (1880)[7]
  • Des vers et autres poèmes, Publication Univ Rouen Havre, 2001

Danevelloù-beaj kemmañ

E yezhoù all kemmañ

  • En italianeg : Guy De Maupassant, Tutte le novelle, traduzione di Mario Picchi, coll. I Meridiani di Mondadori, Milano 1999, p. 1415.

E brezhoneg kemmañ

Pennadoù kar kemmañ

Lennegezh kemmañ

Oberennoù lennegel awenet gant Maupassant:

  • Alexis Vassilkov ou la vie tumultueuse du fils de Maupassant, gant Bernard Prou, Brouette Editions, 2014. Romant.

Levrlennadur kemmañ

  • Paul Bourget, « Guy de Maupassant », La Revue hebdomadaire, 15 juillet 1893, p. 454-464 ;
  • Henry James, « Sur Maupassant», l'art de la fiction, 1888 ;
  • François Tassart, « Souvenirs sur Guy de Maupassant : par François son valet de chambre (1883-1893)», Villeurbanne, éd. du Mot passant,‎ 1900 (réimpr. 1911, 2007, 2010) (ISBN 978-2912506573 et 978-1149538364, lenn en linenn) .

Liammoù diavaez kemmañ

(fr)

Notennoù kemmañ

  1. Pierre Borel : Le destin tragique de Guy de Maupassant, Édirions de France, 1927, ASIN B003WPWP6M
  2. Guy de Maupassant : La trahison de la comtesse de Rhune, Arvensa, 2014, (ISBN 978-2-36841-393-7)
  3. Poetica
  4. Edouard Maynial La vie et l'oeuvre de Guy de Maupassant, pajenn 205, Société du mercure de France, 1906
  5. À la feuille de rose Gallica
  6. * Guy de Maupassant : À La Feuille de Rose, maison turque, Arthème Fayard, 2010.
  7. Darn a c'haller lenn amañ : association des amis de Maupassant.