Gwelfed ha Gibellined

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Gwelfed ha Gibellined, Guelfi e Ghibellini en italianeg, a oa div gostezenn bolitikel enebet e Stadoù-keodedoù kreiz ha norzh Italia adalek an XIIvet kantved betek ar XVvet kantved.
Dre vras e c'haller lavarout e oa ar Welfed a-du gant ar pab hag ar C'hibellined gant an Impalaer santel. Pouezus e voe an enebiezh etre Guelfi ha Ghibellini en Italia ar Grennamzer.

Gant Tabut ar Galloudekadur (1072) e krogas ar stourm evit ar galloud etre ar pab hag an Impalaeriezh santel roman german (ISRG), na echus nemet e 1122 gant sinadeg Konkordat Worms. En Italia avat e voe atizet ar stourm etre an div gostezenn e-pad an Etrerenadur Meur en ISRG (1250, marv Friedrich II1273, tronidigezh Rudolf I).

Orin kemmañ

Guelfo, liester Guelfi, eo stumm italianek anv an tiegezh Welf, hini duged Bavaria. A-hervez(Daveoù a vank) e oa bet o lugan e Seziz Weinsberg e 1140.
O enebourien eno e oa an tiegezh Hohenstaufen eus Swabia, renet gant Konrad III, o huchal Wibellingen, anv ur c'hastell hag a zo anvet Waiblingen hiziv. Da Ghibellino e troas Wibellingen en italianeg.

E-kerzh ren an Impalaer santel roman Federico Barbarossa (ren : 1155-1190) e voe italianekaet an anvioù Welf ha Wibellingen. Pa reas brezel en Italia evit kreskiñ e c'halloud impalaerel eno e voe anavezet tud e gostezenn evel Ghibellini ; Guelfi a raed eus tud ar gostezenn all, bodet er C'hevre lombard (Lega Lombarda), a zifenne frankizioù ar c'heodedoù ouzh an Impalaer. Faezhet e voe Federico ganto en Emgann Legnano e 1176. Plegañ a rankas an impalaer hag anavezout emrenerezh ar C'hevre Lombard, atav dindan e aotrouniezh met war ar paper nemetken.

An div gostezenn kemmañ

An disrann etre an div gostezenn, Gwelfed ha Gibelined, a voe lakaet splann e-pad ren Frederig Barbarossa eta en XIIvet kantved. Gibellined a oa perc'henned an douaroù a-du gant an Impalaer, ha Gwelfed e oa marc'hadourien ar c'hêrioù, ar re a harpe ar pab enep dezhañ.
E gwirionez e oa kalz luzietoc'h ar politikerezh. Troet e oa ar c'hêrioù da vont a-enep an Impalaer ma klaske astenn e c'halloud warne, pa veze pell ha dizañjer ar pab, ha neuze e oant a-du gant ar Welfed. Ken gwir all e oa en tu all : pa emelle ar pab en aferioù ar c'hêrioù betek re e savent enep dezhañ hag e troent a-du gant ar C'hibellined.
Evit ar c'hêrioù bihan e oa ur c'hoari all : pa veze dalc'het ar gêr vras amezek gant ar Welfed e troent aes a-du gant ar C'hibellined. Evel-se e voe kont etre Gwelfed Firenze ha Gibellined Siena en em gannas e Montaperti, e 1260.
Pisa a oa ur c'hreñvlec'h Gibellined, enebet ouzh Genoa, e tu ar Welfed.

Taolet e vo evezh ne veze ket graet gant ar gerioù-se a-raok 1250, ha c'hoazh e Toskana (o bro orin) nemetken : kostezenn an Iliz ha kostezenn an Impalaer a veze lavaret kentoc'h.

Liamm diavaez kemmañ