Gwendolyne « Gwen » Stacy a zo un dudenn krouet gant Stan Lee ha Steve Ditko e-barzh Amazing Spider-man #31 (miz Kerzu 1965). Studierez er memes klas ha Peter Parker ha Harry Osborn eo Gwen Stacy. Amourous eo Peter Parker, met ne c'hall diskouez netra dezhi, rak Spider-Man eo ivez. Mervel a ra Gwen war bont New York, goude tagadennoù ar Green Goblin. Ne ouezer ket re penaos eo marvet : posupl eo e vefe bet torret he gouzoug gant Spider-Man pa glaske mirout outi a gouezhañ. An istor a zo kontet en-dro e-barzh What If?, hag er wech-mañ e teu a-benn Spider-Man d'he sikour.

Er bannoù-treset nevesoc'h e ouezer he deus bet Gwen Stacy daou vugel gant Norman Osborn : Gabriel Stacy ha Sarah Stacy o anvioù. Soñjal a rae da Norman Osborn ne vefe ket gouest e vab Harry Osborn da gemer e lec'h e penn Oscorp Industries, ha setu perak e felle dezhañ lakaat an daou vugel da gemer e blas. kemend-se a zisplij da Wen Stacy, ha hi a fell dezhi desevel he bugale, asambles gant Peter Parker. Norman a lazh anezhi hag e lak he bugael da grediñ eo bet lazhet gant Spider-Man. Neuze e tiviz he bugale, hag a zo kresket ha deuet da vezañ speredek buan-tre (a-drugarez d'un evaj bet roet dezho gant Osborn), lazhañ Spider-Man. Dont a ra a-benn Spider-Man da gendrec'hiñ Sarah nemetken. Honnezh a vez gloazet gant he breur ha a ya da guzhat en ul lec'h kinniget dezhañ gant Osborn. Eno e kav ur c'hasedig prientet gant Osborn, hag a gemenn dezhañ stourm a-enep da Spider-Man. A-benn ar fin e vo trec'het Gabriel gant e c'hoar. Ar rummad istorioù a gaver an darvoudoù-se ennañ en deus lakaet reuz da sevel e-touez ar re a blij Spider-Man dezho, hag un digresk a-fet gwerzhañ a zo bet ivez[1]. Gwen Stacy a gaver ivez e-barzh Ultimate Spider-Man. Er rummad-se ez eo kalz diluoc'h evit er rummad pennañ, ha sikour a ra Peter Parker el lise. Lazhet eo gant Carnage. Er filmoù aozet gant Sam Raimi e weler anezhi en trede hini nemetken. Labourat a ra gant Peter Parker en ul labourva, saveteet eo gant Spider-Man ha pokat a ra dezhañ, ar pezh a laka gwarizi e Mary Jane.

Skeudennoù kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Comic Box #51 (2008)