Gwilhoù Sezneg a oa bet ganet d'ar 1 a viz Mae 1878 e Ploudiern. Eno e veze e dud — Yves ha Marie-Anne (bet ganet Colin) — o terc'hel un atant bras a-walc'h. Aet e oa e dad da Anaon d'ar 25 a viz Genver 1884 ha dre ma ne oa ket gwall droet Gwilhoù gant ar studioù e oa aet kuit eus ar skolaj, d'e c'hwezek vloaz, da labourat en atant a veze renet gant e vamm hec'h-unan.

D'an 18 a viz Gouere 1906 ec'h euredas gant Marie-Jeanne Marc1886) ha prenet gante ur stal gwerzhañ ha dresañ marc'hoù-houarn war leurgêr Ploudiern, e-tal kichen an iliz. Ur verc'h, Marie hec'h anv-bihan, a oa bet ganet d'ar 1 a viz Du 1908. Antronoz, dre ma oa kroget an tan en ul lab tostik-tost ouzh e stal e oa bet ret da Sezneg mont enni da saveteiñ e wreg hag e verc'h nevez-c'hanet. Devet e oa bet e zremm hag e zaouarn abalamour da darzhadenn ur bidoniad esañs : kleizhennoù a vo dalc'het gantañ ouzh e zremm.

Bet ganet ur mab, Guillaume, d'an 13 a viz Meurzh 1910.

A drugarez d'an digolloù bet paeet d'ar re Sezneg gant an asurañs e oa bet savet ur gannerezh gante e Kerbêr-Kilbignon (e Brest bremañ) e miz Gouere 1912. D'an 8 a viz Du ar memes bloaz e oa bet ganet ur verc'h all, Jeanne hec'h anv-bihan.

Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ ne oa ket bet tutaet gant al lu gall abalamour d'e loskadurioù ha fiziet e oa bet e kannerezh Gwilhoù Sezneg naetaat dilhad gwarnizon Brest.

Bet ganet un eil mab (ha pevare bugel), Albert, d'an 31 a viz Here 1914.

N'en dije ket bevet mat chom hep ober e zever soudard hag, a-hervez, e vije bet o labourat e labouradeg poultr Enez Eusa ur bloaz-pad.