Gysbert Japiks pe Japicx (1603–1666) a oa ur skrivagner frizek eus an Izelvroioù.

Gysbert Japicx, 1637, poltredet gant Matthijs Harings

Ganet e voe Gysbert Japiks e Boalsert, e Friz, hag er gêriadenn-se e tremenas ar braz eus e vuhez, o labourat evel mestr-skol. Eno ivez e varvas e 1666, gant ar vosenn. Ouzhpenn ar frizeg hag an nederlandeg, e ouie saozneg ha latin. Ober a reas ur yezh lennegel eus e yezh-vamm, ar frizeg, dre e skridoù. E 1640, d’an oad a 37 vloaz, e embannas e levr brudetañ Friesche Tsjerne (a vefe skrivet Fryske Tsjerne bremañ). Goude e varv e voe embannet barzhonegoù all savet gantañ, dindan an titl Friesche Rymlerye (1668).

Ur priz, Gysbert Japicxpriis, a vez roet bep daou vloaz gant gouarnamant proviñs Friz d’un oberenn lennegel savet e frizeg.

Liamm diavaez kemmañ