Héctor Pedro Scarone Beretta (lesanvet Mago pe Rasquetita), bet ganet d'ar 26 a viz Du 1898 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Ebrel 1967 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (argader e bost dezhañ war an dachenn), aet da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier.

Héctor Scarone e 1926.

E vicher evel c'hoarier kemmañ

Er c'hleuboù kemmañ

C'hoari a reas Scarone e forzhig a gleuboù :

En holl en devoa merket daou c'hant nav fal ha pevar-ugent o c'hoari evit Nacional Montevideo. Hiziv an deiz e chom c'hoazh eil gwellañ paler ar c'hleub, just war-lerc'h Atilio García (pevar c'hant c'hwec'h pal ha pevar-ugent !).

E skipailh broadel Uruguay kemmañ

Ur wech ha hanter-kant en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1917 ha 1930, ha merket ur pal ha tregont.

Copa Newton kemmañ

Deiziad Lec'h Krogad Merk
2 a viz Gwengolo 1917 Estadio Gran Parque Central (Montevideo) Uruguay - Arc'hantina 1-0
29 a viz Gwengolo 1918 Estadio G.E.B.A. (Buenos Aires) Arc'hantina - Uruguay 2-0
25 a viz Gouere 1920 Estadio Sportivo Barracas (Buenos Aires) Arc'hantina - Uruguay 1-3
17 a viz Kerzu 1922 Estadio Sportivo Barracas Arc'hantina - Uruguay 2-2
25 a viz Mae 1930 Estadio Viejo Gasómetro (Buenos Aires) Arc'hantina - Uruguay 1-1

Copa América kemmañ

Seizh gwech e kemeras perzh Scarone er genstrivadeg-mañ gant La Celeste :

Da-geñver e gentañ Copa América, e 1917 eta, e voe dilennet da wellañ melldroader an dalc'h. Trizek pal a verkas e-kerzh ar c'hevezadegoù-mañ ha bezañ e voe gwellañ paler hini 1927 (rampo gant pemp c'hoarier all).

C'hoarioù Olimpek hañv kemmañ

Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1924 (e Pariz, Bro-C'hall) ha C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù). Seizh pal en holl a voe lakaet e-barzh gantañ.

Kib vell-droad ar bed kemmañ

Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.