Hôpital des Enfants-Trouvés

An Hôpital des Enfants-Trouvés a oa un herbercʼhti, un aozadur relijiel parizian evit reiñ bod d'ar vugale paour pe dilezet. Savet e oa bet e 1638 gant Vincent de Paul.

Chapel an Enfants-Trouvés a-raok ma vefe distrujet

E 1670 an ensavadur a gemme statud, lakaet e oa dindan sujidigezh an Hôpital général de Paris renet gant Parlamant Pariz.