Ham, ganet e 1957 ha marvet d'an 19 a viz Genver 1983, brudet ivez evel Ham the Chimp pe Ham the Astrochimp, a oa ur chimpanze hag ar c'hentañ hominidae o vont en egor d'an 31 a viz Genver 1961.

Ham ar chimp e 1961, a-raok mont da veajiñ en egor.

Ul lodenn e oa kement-se eus steuñv egor Stadoù-Unanet Amerika. An anv Ham zo ur gwreskanv eus an arnodva en doa prientet anezhañ evit ar gefridi egorel, an Holloman Aerospace Medical Center, lec'hiet en Holloman Air Force Base e New Mexico. Bez' e oa ivez un doare da enoriñ penn an Holloman Aeromedical Laboratory, al letanant koronal Hamilton "Ham" Blackshear.