Hannover (Hanover e saozneg, Hanovre e galleg) pe Priñselezh Hannover, zo ur vro gozh eus Alamagn.

Istor kemmañ

Hannover
   
(Banniel sivil Hannover) (Ardamezioù roueel)
Kêr-benn Hannover
Penn ar stad Roue Hannover

Kêr Hannover eo ar gêr-benn.

Priñselezh kemmañ

Da gentañ e oa bet anvet Priñselezh Calenberg, ur rann eus dugelezh Braunschweig und Lüneburg, a voe anezhi eus-talek 1432 betek 1803. Hannover e oa he c'hêr-benn.
Dugelezh Braunschweig und Lüneburg, unan eus stadoù an Impalaeriezh Santel Roman, a voe rannet meur a wech etre meur a briñselezh, hag un dug e penn pep hini.
Unan anezho e oa priñselezh Calenberg a'n em zistagas diouzh Priñselezh Braunschweig e 1432. Degouezhout a reas e Priñselezh Wolfenbüttel e 1584. E 1635 e voe dispartiet diouzh Wolfenbüttel adarre, war un dro gant Priñselezh Göttingen, a chomas stag outi avat.

En 1636 e voe kaset kêr-benn Priñselezh Calenberg eus Pattensen da Hannover, hag abaoe ez eo anavet evel Priñselezh Hannover. E 1692 e voe roet an titl a briñs-dilenner Braunschweig-Lüneburg d'an dug Ernst August. Anavezet e oa ar briñselezh evel Priñselezh Dilenner Braunschwieig-Lüneburg pe Priñselezh Dilenner Hannover.

Rouantelezh kemmañ

E 1714 e teuas Dilennourien Hannover da vout Rouaned Breizh-Veur (gwelout Tiegezh Hannover). Kreskiñ a reas o levezon en Alamagn diwar neuze. E 1715 e tegouezhas dezho Priñselezh Lüneburg, hag ivez arc'heskopti Bremen a oa da Sveden betek neuze, hag eskopti Verden e 1719. E 1803 e voe aloubet ar vro gant armeoù gall Napoleon a chomas eno betek 1813. E 1807 e voe staget Hannover ouzh Rouantelezh Westfalen. E 1813 e voe adsavet ar briñselezh, hag e miz Here 1814 e teuas da vout Rouantelezh Hannover e Kendalc'h Vienna, evit lakaat ar roue saoz George III davout a-renk gant roue Württemberg. E Kendalc'h Vienna e voe aozet un eskemm douaroù etre Hannover ha Prusia, ha gant-se e c'hallas Hannover kreskiñ un tamm mat. Hanover a dapas Eskopti Hildesheim, Frizia ar Reter, the Kontelezh Izel Lingen, ha hanternoz eskopti Münster.

An unaniezh personel gant ar Rouantelezh Unanet a voe lakaet da fin e 1837 pa voe anvet Victoria da rouanez, rak abalamour d'al lezenn salek a dalveze en Hanover n'halle ket ur vaouez ren ma oa paotred vev en tiegezh (in the United Kingdom, a male only took precedence of his own sisters). In the Austro-Prussian War of 1866 e voe staget Hannover ouzh Rouantelezh Prusia hag e teuas da vout Proviñs Hannover.

Ardamezioù kemmañ

 
Coat of Arms
 
Flag

Goude dibenn an unaniezh personel gant Breizh-Veur e 1837 e voe miret ardamezioù ar rouaned saoz gant Hannover.

Duked Brunswick-Lüneburg, 1635–1692 kemmañ

Tiegezh Welf, Eil tiegezh Braunschweig kemmañ

Tiegezh Welf, Tiegezh Hannover kemmañ

Priñselezh Hannover kemmañ

Duged Braunschweig ha Lüneburg, Priñsed Calenberg, ha Dilennourien an Impalaeriezh Santel Roman, 1692–1803

Ernst August a voe roet dezhañ an titl a briñs-dilenner e 1692. Dilennerien Hannover e oa anvet ar briñsed-se betek 1814.

Rouantelezh Hannover, 1814–1866 kemmañ

 
Rouantelezh Hannover

Liammoù diavaez kemmañ