Hans Egede (31 a viz Genver 1686 - 5 a viz Du 1758) a oa ur misioner luterian norvegat, lesanvet Abostol Greunland.

Hans Egede gant Johan Hörner

Ganet e oa bet en Harstad, e hanternoz Norvegia ha mont d'ober e studioù da Gopenhagen ma tapas un diplom war an doueoniezh. E 1707 ec'h eas da bastor en inizi Lofoten hag e timezas da Gertrud Rask.

E Lofoten e klevas kaoz eus an trevadennoù viking e Greunland ha na oa ket bet keloù anezhe abaoe kantvedoù. Goulenn a reas e aotre digant Frederik IV, roue Danmark, da vont di evit klask war-lerc'h diskennidi an drevadennerien ha staliañ ur mision. Goude bezañ bet an aotre e savas ur gompagnunezh (Det Bergen Grønlandske Compagnie) ha d'an 2 a viz Mae 1721 ec'h eas kuit asambles gant e wreg, o fevar bugel ha daou-ugent trevadenner all, diouzh Bergen.

Ne gavas diskennad ebet eus an drevadennerien gent ha kregiñ a reas da avielañ an Inuit a oa eno. Evit-se e teskas greunlandeg. E 1728 e savas Godthåb (Nuuk hiziv). Goude marv meur a drevadenner gant ar skorbut e c'houlennas roue Danmark e tistrofent d'ar vro. Egede a zivizas chom e Greunland gant e familh hag un nebeud moraerien. E 1734 e reas ar vrec'h he reuz en drevadenn ha gwreg Egede a varvas ganti e 1735. Distreiñ a reas da Danmark evit beziañ anezhi ha leuskel e vab henañ, Paul, da genderc'hel gant e labour en enezenn. Mervel a reas e Falster e 1758.