Hattori Hanzō (服部 半蔵, e-tro 1542 e proviñs Mikawa4 a viz Du 1596 en Edo), anvet ivez Hattori Masanari pe Hattori Masashige (服部 正成), a oa ur samourai brudet eus ar marevezh Sengoku. Kontañ a reer en devoa saveteet buhez Tokugawa Ieyasu ha harpet anezhañ evit unvanidigezh Japan. Hiziv-an-deiz e vez adkemeret alies en oberennoù lies evel mangaoù.

Hattori Hanzō, skeudennet er XVIIvet kantved
Hanzou Mon pe dor Hanzo. Anvet e oa bet evel-se gant Tokugawa Ieyasu rak fiziet e oa bet da Hanzo hag e soudarded da zifenn an dorioù.