Helene Kreszenz Sedlmayr (1813, Trostberg - 1898, München) a oa ur goantenn alaman eus Rouantelezh Bavaria an XIXvet kantved.

Helene Sedlmayr en he dilhad hervez giz kozh München, poltredet gant Joseph Karl Stieler, war-dro 1830, evit Poltredaoueg ar gened.
Bez Helene en bered an Alter Südfriedhof

Merc'h e oa d'ur botaouer-lêr. Anaoudegezh a reas ar roue Ludwig Iañ Bavaria ganti pa oa krennardez 15 vloaz ha pa bourchasas c'hoarielloù d'e vugale.


Poltred kemmañ

Roue Bavaria a roas urzh da Joseph Karl Stieler, livour al lez, d'he foltrediñ e 1830, paoa 17 vloaz, da lakaat an daolenn en e zastumadeg poltredoù koantenned eus e vro.

War ziskouez emañ an daolenn e Poltredaoueg ar gened.

Eured kemmañ

En 1831 e timezas da Hermes Miller (1804-1871), ur mevel d'ar roue ha dek bugel, nav mab hag ur verc'h, o doe.

Pennadoù kar kemmañ