Henri Konan Bédié

Henri Konan Bédié (5 a viz Mae 1934 - 1añ a viz Eost 2023) zo ur politikour ha bet eil prezidant Aod an Olifant etre 1993 ha 1999.

Goude e studioù e Bro-C'hall e teuas da vezañ kannadour er Stadoù-Unanet hag e Kanada. Goude-se e voe ministr an Arc'hant ha prezidant ar Vodadenn vroadel en e vro. Gant ar garg-se e oa pa varvas ar prezidant Félix Houphouët-Boigny e miz Kerzu 1993 hag e teuas neuze da vezañ prezidant Aod an Olifant en etrekarg. E 1995 e c'hounezas an dilennadegoù gant 96% eus ar mouezhioù dre ma oant bet boikotet gant ar strolladoù politikel pennañ all.

D'ar 24 a viz Kerzu 1999 e voe distroadet gant un taol-Stad aozet gant Robert Guéï hag ec'h eas en harlu da Vro-C'hall. Distreiñ a reas d'e vro e 2001 ha kemer a reas perzh e dilennadegoù 2010 met ne voe ket evit mont d'an eil tro.


Banniel Aod an Olifant Prezidanted Aod an Olifant
Félix Houphouët-Boigny | Henri Konan Bédié | Robert Guéï | Laurent Gbagbo | Alassane Ouattara