Henry Ford (30 a viz Gouere 1863 - 7 a viz Ebrel 1947) a oa un embreger stadunanat ha diazezer ar Ford Motor Company. Ijinour kenderc'h a-vern hag ar Ford T eo. Ford ne oa ket ijinour ar c'harr-tan hag al linennoù produiñ, met deuet e oa a-benn da sevel ar c'hentañ kirri-tan a oa tu prenañ gant ar c'hlasadoù etre er Stadoù-Unanet Amerika. Dre ar fed-se, Ford en devoa kemmet ar c'hirri-tan eus un objed ker ha souezus etrezek un objed pleustrek hag a gemmo kalz endroadur an XXvet kantved. Dre krouidigezh ar c'harr-tan Ford T en devoa reveulziet an dezougen hag ar greanterezh stadunanat. Dre bezañ perc'henn ar Ford Motor Company, e oa deuet da vezañ unan eus pinvidikañ ha brudetañ tud ar bed holl.

Henry Ford (1919)

Krouer ar "Fordelezh" eo ivez: produiñ druilh ha marc'had-mat gant goproù uhel evit al labourerien. Ford a oa entanet gant ar mennozh e oa ar guzumerezh an diazez evit kaout ar peoc'h er bed. Ar soñj kreñv da broduiñ izeloc'hizelañ a-fed priz en devoa degaset araokadennoù teknikel ha gwerzhañ nevez. Krouet en devoa ur rouedad frañchizoù evit Norzhamerika ha kêrioù pennañ ar c'hevandirioù. Ford en devoa lakaet e arc'hant da vezañ meret gant ar Ford Foundation ha lakaet da berc'henn dibad e familh war an embregerezh.

Ford a veo brudet evel peoc'hgarour e-pad bloavezhioù kentañ ar C'hentañ Brezel-bed, met ivez evit bezañ enep-yuzev. Brud en devoa graet war ar Protocols of the Elders of Zion, dre e gazetenn The Dearborn Independent hag al levr The International Jew, ar pezh a aweno evit lod an naziegezh hag Adolf Hitler.

Ur Ford T

Familh ha dimeziñ kemmañ

Ford a voe dimezet gant Clara Jane Bryant (1866–1950) d'an 11 a viz Ebrel 1888. Ur vab o devoa: Edsel Ford (1893–1943) marvet gant ur c'hrign-bev eus ar stomog.

Liammoù diavaez kemmañ