Hent-houarn Brest Roazhon

Linenn
Roazhon-Brest
Linenn eus Roazhon da Vrest
⇒Gwellet kartenn al Linenn⇐
Kartenn al linenn
⇒Gwellet ar skeudenn⇐
Pont-meur hent-houarn e Montroulez
Bro Breizh Breizh
Kerioù tremenet Gwitreg,Roazhon, Sant-Brieg, Gwengamp, Montroulez, Brest
Istor
Digoridigezh 1863 - 1865
Tredanadur 1989
Korvoerien Kompagnunezh hentoù-houarn ar C'hornog (fr) (1850 - 1908)
Hentoù-houarn Stad (fr) (1908 - 1938)
SNCF (adalek 1938)
Spizverkoù teknikel
Niverenn Ofisiel 420 000
Hirder 249,172 km
Ledander hent boutin (1,435 m

)

Tredanaet Patrom:25000 V - 50 Hz
Niver a forzhioù div forzh
Tremenerezh
Perc'henn RFF
Korvoer(ien) SNCF
Tremenerezh THR Breizh, Linennoù meur

Ul linenn hent-houarn zo etre Roazhon ha Brest. An termenadur RFF (Hentoù-houarn bro-Frañs) eo 420000. E wirionez eo termenadur al linenn Pariz-Brest.

Istor kemmañ

Al linenn-mañ a zo bet savet etre 1857 ha 1865. Digoret eo al linenn deus Pariz da Roazhon e miz mae 1857, tizhet eo Gwengamp e Gwengolo 1863 ha digoret eo betek Brest e 1865.
Etre 1987 ha 1989 e vo tredanet al linenn (gwelet Ekipamant).
E 1990 e oa 58 tren ha 43 anezhe gant beajourien enne[1].
Ar rannvro en deus kroget nevesadur al linenn. Al "lankad 1" programm Breizh Tizh Bras a zo disrannet e 4 lodenn[2] :

  • Lodenn 1 etre Roazhon ha Kedilleg, 36 km (da vezañ echuet e 2013[3]) : 7 treuzenn hent-houarn lemmet
  • Lodenn 2 etre Plened-Yugon ha Ilfinieg, 25 km (da vezañ echuet e fin 2011[3]) : 8 treuzenn hent-houarn lemmet
  • Lodenn 3 etre Plouagad ha Gwengamp, 12 km (echuet e miz du 2009[4]) : 1 dreuzenn hent-houarn lemmet
  • Lodenn 4 etre Plouared ha Pleyber-Christ, 39 km (da vezañ echuet e 2013[3]) : 7 treuzenn hent-houarn lemmet

Tres kemmañ

Dre astenn e vez ebarzhet an tioù-gar al linenn evit Pariz hag a zo e Breizh.

Anv an ti-gar kumun PK
Gwitreg Gwitreg 335
Al lenneier Sant-Albin-al-Lann 345
Kastell-Bourc'h Kastell-Bourc'h 352
Servon Servon 357
Noal-Egineg Noal-ar-Gwilen 362
Saozon-Sevigneg Saozon-Sevigneg 367
Roazhon
Linennoù evit Redon, Sant-Maloù, Kastell-Briant
Roazhon 373
Ar Peniti - Morzhell Ar Peniti 385
Brezhiel Brezhiel 391
Moñforzh Moñforzh 395
Menezalban Menezalban 405
Lanvroeneg Menezalban 410
Kedilieg Kedilieg 415
Kaon Kaon 419
Bronn Bronn 427
Plened-Yugon Plened-Yugon 438
Plestan Plestan 446
Lambal
Linenn evit Dol
Lambal 454
Ilfinieg Ilfinieg 464
Sant-Brieg
Linennoù evit Pondi ha Porzh Al Leger
Sant-Brieg 474
Lanvealgon Lanvealgon 481
Plerneg-Plouvara Plerneg-Plouvara 485
Kastellaodren-Plagad Kastellaodren-Plagad 491
Gwengamp
Linennoù evit Karaez ha Pempoull
Gwengamp 504
Pederneg-Treglañviz Pederneg-Treglañviz 514
Benac'h-Bear Benac'h-Bear 519
Tregrom Tregrom 525
Plouared - Bro-Dreger
Linenn evit Lannuon
Plouared 530
Plounerin Plounerin 539
Ar Pontoù Ar Pontoù 545
Plouigno Plouigno 553
Montroulez
Linenn evit Rosko
Montroulez 562
Pleiber-Krist Pleiber-Krist 571
Sant-Tegoneg Sant-Tegoneg 577
Gwimilio Gwimilio 581
Landivizio Landivizio 589
Ar Roc'h-Morvan Ar Roc'h-Morvan 598
Landerne
Linenn evit Kemper
Landerne 603
Ar Forest-Landerne Ar Forest-Landerne 608
Kerhuon Ar Releg-Kerhuon 614
Ar rodi (serret)
Linenn evit Porzh Brest
Ar Releg-Kerhuon 589
Brest Brest 622


Ekipamant kemmañ

Tredanet eo gant ar mod 25 kV - 50Hz (fr). Kinniget eo bet al linenn gant tredan deus Roazhon da Sant-Brieg d'an 23 a viz Ebrel 1987. D'an 12 a viz Gwengolo 1989 e oa posupl evit ar stlejerez mont betek Brest gant tredan.
Implijet e vez ar Reizhiad Emgefre a Aotre Strizhik (fr) e-hed al linenn. Koulskoude e vez tamm-ha-tamm nevesaet al linenn gant ar Reizhiad Emgefre Goulaouek (fr) . Ar C'hevrat Steuñv Stad-Rannvro (fr) evit ar prantad 2015 - 2020 en deus kinniget an nevezadenn-mañ etre Plouared ha Gwengamp[5].


Trenioù kemmañ

Marc'hoù-du embregerezh hentoù-houarn ar c'hornog (Compagnie des Chemins de Fer de l'Ouest) kemmañ

 
Stlejerez 030 e mirdi an Tren e Mulhouse

Implijet e voe gant ar Chemin de fer de l'Ouest stlejerezioù 030 war dro ar bloavezhioù 1880 (chom a ra da wiriekaat e oa implijet war al linenn-mañ). Kinniget e vo neuze ar stlejerez 111 adalek 1855[6]. Ar re 111 ne c'hellont ket stlejañ trenioù abalamour da diribinoù bras war al linenn Roazhon-Brest. Setu ma vo implijet marc'hoù-du 121 aozet etre 1860 evit ar re gentañ ha 1888 evit ar re diwezhañ[7] Goude e voe implijet stlejerezioù mod 220, unan anezhe a tizhas 138 km/e e 1889. Ar re 220-500, hag a voe degaset etre 1897 ha 1900 a voe implijet evit mont da Vrest[8]. Adalek 1896 e vo aozet stlejerezioù dre aezhenn-dour e mod 230[9]

 
Stlejerez 231 E41 e St-Pierre-Des-Corps (1982)

Da-heul e voe ar marc'hoù-du 231 Pacific, ar re gentañ e bro-Frañs, hag a voe implijet war al linenn mañ adalek 1908[10],[11].

Stlejerezioù an embregerezh stad an hentoù-houarn, Chemins de fer de l'état(1908-1938) kemmañ


Tremenerezh kemmañ

E 2008 e oa, hervez 3 rummad tremenerezh[12] :

  • Etre 200 000 ha 420 000 den war ar beajoù-mañ ;
    • Brest - Landerne
    • Sant-Brieg - Roazhon
  • Etre 44 000 ha 200 000 beajer ;
    • Landerne - Montroulez
    • Sant-Brieg - Lambal
    • Brest - Roazhon
  • Nebeutoc'h eget 44 000 beajer war ar beajoù orin - fin all.

Daveenn kemmañ

  1. Gérard Blier, Nouvelle Géographie ferroviaire de la France, Tome 2 : L'organisation régionale du trafic, 1993, éd. La Vie du Rail.
  2. Kinnigoù evit ur programm hent-houarn breton (e galleg)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Doser evit ar c'heleier diwar-benn al lodenn TF1RQ (gwengolo 2010, e galleg)
  4. Doser evit ar c'heleier diwar-benn al lodenn RBTF3
  5. http://www.bretagne.pref.gouv.fr/Strategies-et-projets/Contrat-de-Plan-Etat-Region-2015-2020/Signature-du-CPER-le-11-mai-2015
  6. Les 111 du réseau de l'ouest
  7. Les machines à deux essieux couplés des chemins de Fer de l'Ouest
  8. Les 220 de la compagnie de l'Ouest
  9. Les 230 du réseau de l'Ouest
  10. fr:231 Ouest 2901 et 2902(galleg) "231 Ouest 2901 & 2902"
  11. Les locomotives 231 Pacific de l'Ouest
  12. Sellva an treuzdougerezh e Breizh

Gwelet ivez kemmañ

  Porched hentoù-houarn Breizh
Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an hentoù-houarn Breizh.
  Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.