Hera a oa un doueez, e mojennoù Hellaz kozh, hag a glot gant Juno e mojennoù ar Romaned.

Jupiter (Zeus) ha Juno (Hera), gant Annibale Carracci.

Merc'h e oa d'an d-Titaned Kronos ha Rea, ha gwreg ha c'hoar goshañ an doue Zeus war un dro. Bez' ez eo gwarez ar gwragez, doueez ar briedelezh hag ar fealded, diwallerez ar gwilioud.

Hec'h anv kemmañ

Ἧρα / Hêra e oa e gregach (atikeg) pe Ἧρη / Hêrê en ionieg.

Gant ar Romaned kemmañ

He far eo Juno, gwreg Yaou.

Mojennoù kemmañ

Fealded kemmañ

En anv ar fealded eo e vag kement a warizi ouzh ar maouezed all ha koantenned a bep seurt (hag un toullad mat a zo anezho) a vez ruilhet er gweleoù ha parkeier gant an aotrou Zeus.

Feuket e oa an itron pa oa bet Iksion ouzh he stardañ, ma oa aet da ziskuliañ e droioù da vestr an doueed.

Klask a ra eveshaat he fried, pa vez gant merc'hed all, evel Io. Alies e vez chabouz en Olympos.

Kasoni kemmañ

Kasoni a vag ar geben-se ouzh ar vugale en deus bet he gwaz (hag un toullad mat zo anezhe) amañ hag ahont. Heskinañ a ra ar paourkaezh Herakles abalamour ma oa mab d'he gwaz, bet digant Alkmene.

An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes