Hercules (film, 1997)

Hercules a zo ur film tresadennoù-bev hir[1]saoznek, sevenet gant an daou filmaozer stadunanat Ron Clements (1953-) ha John Musker (1953-).
Awenet e oa bet saverien ar senario gant Herakles, unan eus harozed veur mojennoù Hellaz kozh.

Produet gant Walt Disney Feature Animation e voe skignet gant Walt Disney Pictures, evit ar wech kentañ, d'an 13 a viz Mezheven 1997[2] e Stadoù-Unanet Amerika kent na vije dalc'het ar gentaenn anezhañ e New York antronoz. Pempet film bevaat ha tregont ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h The Hunchback of Notre Dame (e miz Mezheven 1996) hag a-raok Mulan (e miz Mezheven 1998).

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Trizek munutenn ha pevar-ugent e bad.
  2. (en) Hercules war Internet Movie Database.