Herman Casler (12 a viz Meurzh 1867 e Sandwich (Illinois) - 20 a viz Gouhere 1939 e Canastota (New York) a oa un ijinadenner amerikan a vreouas ar mutoskop e 1894. Gantañ ivez e voe ijinet ar c'hentañ kamera hezoug ha meur a wikefre all a gasas greanterezh ar sinema war-raok.

Emvod kentañ K. M. C. D. Syndicate
22 a viz Gwengolo 1895
Marvin - Dickson - H. Casler - Koopman

Buhez ha remzad kemmañ

E Fort Plain e Stad New York e voe desavet Herman Casler. E 1889, d'an oad a 22 vloaz, e krogas da labourat e ti e genderv Charles E. Lipe, a oa un ijinour war an treloc'herezh a zalc'he brasañ labouradeg kêr Syracuse (New York).
Un treser e voe eno kent mont e 1893 da Schenectady (New York), ma voe implijet gant ar gompagnunezh General Electric Co. evit danzen toullerezioù-tredan da labourat er mengleuzioù. Eno e kejas ouzh Henry Marvin ha William K. L. Dickson. Kenlabourat a reas ganto war raktres ar Magic PhotoRET, a oa ur c'hamera kuzh a-vent gant un eurier a voe breouet d'ar 25 a viz Gouhere 1893[1].

E Schenectady, diwar atiz William Dickson, ez ijinas Herman Casler ar mutoskop, a vreouas d'an 21 a viz Du 1894, hag a reas berzh er salioù-dudi.

E miz Du 1894 ivez e voe echuet fardañ pimpatrom ar Mutograph, ur c'hamera a yaje en-dro dre filmoù 68 mm o ledander, kuit a gaout kudennoù barnerezhel gant reoù Thomas Edison a oa 35 mm dezho. E miz Mezheven 1895 e voe amprouet gant filmoù, hag e miz Eost e voe kenderc'het ar filmoù kentañ.
E miz Gwengolo 1895 e voe krouet K. M. C. D. Syndicate gant Elias Koopman, Henry Marvin, Herman Casler ha William Kennedy Laurie Dickson. E miz Kerzu an hevelep bloavezh e voe brasaet en American Mutoscope Company (A. M. C.), a voe ar gompagnunezh kentañ gouestlet d'ar c'henderc'hañ filmoù evit ar salioù sinema. E miz Genver 1896 e roas Herman Casler e vreouioù d'an A. M. C.
E 1895-1896 e voe rener er gompagnunezh Marvin Electric Drill Co. e Canastota. Gant e implijer Henry Marvin e savas Herman Casler ar gompagnunezh Marvin & Casler Co. a-benn kenderc'hel gant kenderc'hañ mutoskopoù, ha mekanikoù all bet ijinet gant H. Casler evit ar salioù-c'hoari.

 
"Tri mignon"
Skritell ur film Biograph, 1913

Abaoe miz Ebrel 1895 e veze diskouezet filmoù er Stadoù-Unanet, setu ez ijinas Herman Casler ur banner-skeudennoù a voe anvet Biograph. Adal miz Gwengolo 1896 e voe arveret evit diskouez filmoù 68 mm ar Mutagraph. Ker bras ur berzh ha hini ar mutoskop a reas ar Biograph, rak gwelloc'h e oa ar skeudennoù war e filmoù ledan eget war re Edison. Tri bloaz war-lerc'h, e 1899, e voe troet anv an A. M. C. da American Mutoscope and Biograph Company (A. M. B. C.).

E 1900 e voe erlerc'hiet ar melloù kameraoù-tredan a veze implijet er sinema ouzh reoù hezoug kaset dre zornikell bet ijinet gant skipailh Herman Casler.
E 1902 e paouezas A. M. B. C. da genderc'hañ filmoù 68 mm rak aesoc'h e oa ober gant ar re 35 mm a oa deuet da vout ar vent voutin, ha rannet dre zaou e voe an niver a skeudennoù dre eilenn, ar pezh a zegasas skren war ar skramm. Diskoulmet e voe ar gudenn gant John A. Pross ha Herman Cassler dre ijinañ ur stanker teirlavnennek a lazhe ar skren[2].

Pa varvas Henry Marvin e voe Herman Casler perc'henn unel Marvin & Casler Co., a werzhas e 1919.
Betek 1921 e chomas gant an American Mutoscope and Biograph Company, ma reas war-dro fardañ kameraoù, bannerioù, moullerezioù emgefreek ha rikoù all evit greanterezh ar sinema.
E 1926 ez eas war e leve, met kendelc'her a reas da guzuliañ meur a embregerezh ha da vreouañ gwikefreoù betek 1937, daou vloaz kent e varv e 1939.

Produer ha filmaozer kemmañ

Dreist kalvezerezh ar sinema e labouras Herman Casler : postañ arc'hant evel produer a reas, hag aozañ filmoù e-unan.

Produer kemmañ

Eus 1896 betek 1903 e produas 95 berrfilm : pemp e 1896, tri e 1897, pemp e 1898, ha 76 e 1899.
Nebeut-tre a voe da c'houde : unan e 1900, unan all e 1901 ha daou e 1903.

Filmaozer kemmañ

Daou verrfilm a reas Herman Casler e 1901 :

  • Love in a Hammock ("Karantez en ur brand"), a voe produet gant James White hag embannet gant Edison Manufacturing Co. d'an 12 a viz Genver 1901[3].
  • Mr. H. Casler and Baby. Experimental, a voe embannet gant an American Mutoscope and Biograph Company e miz Here[4].

Notennoù kemmañ

  1. Gant filmoù 12 pe 13 mm a ledander ez ae en-dro. Gwelit skeudennoù amañ
  2. Breou niv. 722382, 10 a viz Meurzh 1905. Gwelit Google Books (en)
  3. American Memory (en) — Sellit ouzh ar film war YouTube
  4. Internet Movie Database (en)


Levrlennadur kemmañ

  • Raymond Fielding (1967), A Technological History of Motion Pictures and Television – An Anthology from the Pages of the Journal of the Society of Motion Picture and Television Engineers, University of California Press, ISBN 978-0-520-05064-8 (en) > Follennata war Google Books

Liammoù diavaez kemmañ

Pennadoù kar kemmañ