Herri Iañ, dug Guise

Ur pennad Herri Loren zo ivez.

Herri Iañ, 3e dug Guise, lesanvet le Balafré (Joinville, 31 a viz Kerzu 1550 - Bleaz, 23 a viz Kerzu 1588), a oa mab henañ Frañsez Loren, eil dug Guise, hag e bried Anna d'Este.

Herri Iañ, dug Guise

E penn ar gostezenn gatolik e oa Herri en amzer ar Brezelioù a relijion e bro-C'hall, a-enep ar gostezenn brotestant. E 1572 e kemeras perzh e lazhadeg Gouel Sant Berteleme. Aon en doa ar roue gall e vije bet Guise o klask kemer e gurunenn digantañ ha klask a reas an tu da gaout an dizober anezhañ.

E varv kemmañ

Lazhet e voe war urzh ar roue gall Herri III e kastell Bleaz.