Ar gazetenn sizhuniek Herria, embannet e Hanternoz Euskadi abaoe 1944, eo ar gazetenn euskarek koshañ a zo er Vro Vask a-bezh.

Istor kemmañ

Krouet e voe Herria ("ar vro") e diskar-amzer 1944, da gemer lec’h ur gazetenn sizhuniek all anvet Eskualduna (“an Euskarad”). Eskualduna a oa ur gazetenn divyezhek euskarek-gallek ha savet e oa bet e 1887. E-pad an Eil Brezel-bed e kendalc’has da zont er-maez, gant aotre an alouberien alaman, hag abalamour da se e voe berzet e miz Eost 1944 gant nerzhioù an dieubidigezh. Hag euskaregerien Iparralde d’en em gavout neuze hep tamm sizhunieg ebet en o yezh.

Diouzhtu en em vodas un toullad tud, meur a veleg en o zouez, hag o doa c’hoant da grouiñ ur gazetenn nevez. Evel-se e voe savet Herria, e miz Here 1944, dindan renerezh an tad Piarres Lafitte. D’an 19 a viz Here 1944 e teuas an niverenn gentañ er-maez. Met kerkent hag embannet e chomas sac’het ar gazetenn e ti-post Baiona, anez kaout un aotre digant prefed an departamant. An tad Lafitte avat, un den pennek anezhañ, beleg, resistant hag ezel eus akademiezh an euskareg, a zeuas a-benn da dapout an aotre-se. Ha dont a reas un eil niverenn er-maez d’ar 16 a viz Du 1944. Kaset e voe an div niverenn gentañ asambles d’o lennerien.

Gant ar gazetenn gozh Eskualduna e oa tremen 8000 koumananter er bloavezhioù 1930, met ne oa mui nemet 1200 anezho e 1944. Bec’h a voe ret lakaat evit kavout koumananterien d’ar gazetenn nevez Herria. Start e voe ar mizvezhioù kentañ, gant an diouer a baper hag an diouer a arc’hant. Met donezonerien vrokus, evel da skouer Telesforo de Monzon, bet ministr e gouarnamant Kreisteiz Euskadi ha repuet en Hanternoz, a roas arc’hant da sikour ar gazetennig nevez. Dek vloaz diwezhatoc’h e oa 7000 koumananter gant Herria.

A bep seurt tud a skrivas pennadoù evit ar gazetenn : Piarres Lafitte, Jean Saint-Pierre, Jean Elissalde, Étienne Salaberry, Jean-Pierre Iratchet… Gant unan eus kenlabourerien Herria, Piarres Larzabal, beleg ha skrivagner, e voe savet ar gevredigezh Anai Artea, evit reiñ bod da repuidi eus ar c’hreisteiz hag a dec’he diouzh yev renad Franco. Ar beleg-se ivez a dapas brud gant e bennadoù a-enep ar jahinerezh e-pad brezel Aljeria, ha kaset e voe ar gazetenn Herria dirak al lez-varn abalamour d’e bennadoù.

Herria bremañ kemmañ

Abaoe 1944 eo bet renet ar gazetenn Herria gant meur a zen : Piarres Lafitte (1944-1967), Jean Hiriart-Urruty (1967-1969), Émile Larre (1969-2003) ha Jean-Baptiste Dirassar (abaoe 2003). Moullet e vez 3000 skouerenn anezhi met start eo derc’hel da embann anezhi. Digreskiñ a ra niver an euskaregerien er vro, daoust d’ar strivoù a vez graet gant difennerien ar yezh, ha diaes eo derc’hel un niver uhel a goumananterien. Digreskiñ a ra niver an dud a lenn kazetennoù dre vras. Ouzhpenn se ez eus doareoù all da gaout keleier en euskareg er vro, radioioù, Internet… Ha ne vez ket sikouret kalz Herria, war-bouez skoaziadoù digant Ofis Publik an Euskareg, departamant ar Pireneoù-Atlantel ha ministrerezh ar Sevenadur e Kumuniezh emren Euskadi.

Bep Yaou e teu er-maez, gant 16 pajennad hag an hanter anezho e liv. Plediñ a ra ar pennadoù gant ar vuhez en Iparralde (politikerezh, sevenadur, relijion, ekonomiezh, sport…), gant keleier lec’hel eus proviñsoù ar vro (Lapurdi, Benafarroa, Zuberoa). Pennadoù a vez ivez diwar-benn kreisteiz ar vro vask hag ar bed a-bezh. Alies e vez stagadennoù war danvezioù resis. Ouzhpenn ar genlaboureien voas ez eus ivez meur a zek kenskriver lec’hel strewet dre ar vro. A-hed ar bloavezhioù eo bet kemmet stumm ar gazetenn (e 2010 e oa tremenet eus 8 pajennad vras da 16 pajennad vihanoc’h, da skouer), met ar pennaennoù diazez zo chomet heñvel atav : an implij eus an euskareg, war-bouez an embannoù hervez lezenn, ha mennozhioù an demokratelezh kristen. Ur gazetenn dizalc’h diouzh ar c’hostezennoù politikel eo, met difenn a ra an euskareg hag ar manifestadegoù bras aozet evit ar yezh hag ar vro. Skignet e vez ar gazetenn en Iparralde dreist-holl (2500 skouerenn) hag ar peurrest a vez kaset da lec’h all : Hegoalde, Bro-C'hall, Amerika, Europa, Afrika hag Azia.

Liamm diavaez kemmañ