Herve Helloco (7 Gwengolo 1908-23 Here 1993) a oa ur stourmer broadelour breton.

Studioù a reas e Pariz ha mont da alvokad goude. E-kerzh e studioù e reas anaoudegezh gant Célestin Lainé ha mont a reas e-barzh ar strollad kuzh Gwenn ha Du[1] E miz Eost 1939 e kemeras perzh e dilestradeg an armoù a oa e bourzh e vag, ar Gwalarn, war aod Lokireg.[2]. Harzet e voe met lezet e voe da vont pemp miz diwezhatoc'h, dre ziouer a brouennoù. Treiñ a reas e galleg al levr My fight for Irish freedom, ul levr skrivet gant an Iwerzhonad Dan Breen, moullet e Roazhon gant an titl Mon combat pour l'Irlande.

E-kerzh an Eil Brezel-bed e krouas, gant tud all, ar gelaouenn Galv hag e voe ar rener anezhi. D'ar mare-se ivez e oa e servij titouriñ Strollad Broadel Breizh[3]. Mont a reas da guzh e dibenn ar brezel ha tec'hout a reas da Gembre. Barnet e voe d'ar marv dre zesfailh d'ar 25 a viz Mezheven 1946. Chom a reas e Kembre eta, ur pennad, e skolaj Harlech. Goude-se ez eas d'en em staliañ da Exeter, e Devon, ma kelennas galleg en ur skol eil derez e-pad ugent vloaz. E-pad meur a vloaz e voe sekretour etrebroadel ar C'hendalc'h Keltiek. Mervel a reas e Torquay, e Devon, d'an oad a 85 bloaz.

Ur verc'h en doa, Gwenn, hag he devoa desket brezhoneg e Skol-Veur Roazhon er bloavezhioù 1970.

Notennoù kemmañ

  1. Le mouvement breton, Alain Déniel, 1976, p. 164
  2. Le mouvement breton, Alain Déniel, 1976, p. 212
  3. Hervez Kristian Hamon el lec'hienn Le Monde en Guerre