Heureuchin Kornôgeuropa

Erinaceus europaeus


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Eulipotyphla
Kerentiad : Erinaceidae
Genad : Erinaceus
Anv skiantel
Erinaceus europaeus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Heureuchin Europa, Erinaceus europaeus e anv skiantel, zo ur spesad Heureuchined genidik eus Europa ur 15 000 000 a vloavezhioù zo, hervez ar c'harrekaennoù a zo bet kavet.
Unan eus koshañ oberennoù arzel an denelezh eo delwenn un heureuchin, a voe kizellet 40 000 a vloavezhioù zo da vare Sevenadur Aurignac ha lavet e mougev Vogelherd (Baden-Württemberg, Alamagn).

Heureuchin mougev Vogelherd
Drein Erinaceus europaeus
Korfadurezh Erinaceus europaeus
Pavioù un Heureuchin
Roc'hadennoù un Heureuchin
Blev ha drein un Heureuchin, bet kavet e-kichen neizh un Toud meur

E pep lec'h e kaver al loened en Europa, koulz war an douar bras hag en inizi, pa'z eo liesseurt-kenañ o annezioù.
Degaset e voe Erinaceus europaeus e Na h-Eileanan Siar e gwalarn pellañ Bro-Skos ; e Zeland-Nevez e voe degaset ivez.

Deskrivadur kemmañ

Aes eo anavezout un Heureuchin dre an drein gell sklaer a zo war e gein. Blev kleuz deuet da vezañ reut gant keratin eo an drein-mañ. Etre 5 000 ha 7 000 draen zo, 25 mm o hirder keitat, hag a bad 18 miz.
Dizrein eo an dremm, ar gouzoug, ar bruched, ar c'hof hag ar peder gar ; feur gros gell-louet zo warno.

Bronneged eo an Heureuchined. War-dro 160 mm eo ment o c'horf pa vezont dizonet, ha betek 300 mm eo ment al loened en o oad gour ; d'ar vent-se e ranker ouzhpennañ ul lostig 20-30 mm. Souezhus eo pegen hir eo pavioù skilfek Erinaceus europaeus : ur 100 mm bennak.

Buan e kresk pouez an Heureuchined : eus 0,120 kg pa vezont dizonet betek muioc'h eget 1,10 kg en oad gour ; lod loened 2 kg a bouez enno zo bet kavet, pa ne vez nemet ral a wech muioc'h eget 1,6 kg a bouez er re na vevont ket el liorzhoù[1].
Nebeutoc'h a bouez a vez el loened en hañv (0,50 – 0,80 kg) eget en diskaramzer. Brasoc'h ha pounneroc'h eget ar parezed e vez ar pared, hogen dispis eo an dimorfegezh revel en abeg d'ar c'hemmoù bras a c'hoarvez hervez ar c'houlzoù-amzer.

Daou pe dri bloaz eo spi bevañ an Heureuchined en natur, ma varvont diwar naonegezh peurliesañ e-kerzh er goanv pa ne vezont ket lazhet gant tud ; betek 10 vloaz e c'hallont bevañ e peoc'h el liorzhoù, ma kavont muioc'h a voued a-hed an amzer.

Doareoù pennañ kemmañ

Diouzh noz pergen ez a an Heureuchined da glask o boued. Fall eo o gwelet, hogen tanav eo o divskouarn hag o fri, setu perak e chomont a-sav alies da glevout trouzioù ha da c'hweshañ an aer. Betek tremen 3 km int gouest da vale en un nozvezh ; a-drugarez d'o favioù hir ha skilfek e c'hallont kleuzañ an douar, krapat gant ur wezenn pe ur voger, ha neuial en ur poull evit e dreuziñ.

Gouennañ
Etre miz Ebrel ha miz Gwengolo e ouenn an Heureuchined, miz Mae ha miz Mezheven o vezañ ar prantad pennañ.
A-raok gouennañ e tro ar par tro-dro d'ar barez en un doare dizehan, en ur he bountañ skañvik alies. Pa vez a-du ar barez evit embarañ e wask he c'hof ouzh an douar hag e war he c'hein war-dreñv en doare ma sav he fri war-du an oabl. Pladañ a ra he drein evit chom hep gloazañ ar par. Ne zoug ket dre ret goude an embaradur, kalz parezed a rank embarañ meur a wech a-raok bezañ gant pologed.
Un neizh a vez savet er goudor, dindan ur berniad koad alies, diwar delioù, briñsoù ha geot.
E miz Mezheven pe miz Gouere, goude 30-35 devezh dougen, e vez ganet a 4 da 6 polog, a zo dall ; roz splann e vez o c'hroc'hen noazh, met goude div pe deir munutenn e krog drein blot ha gwenn da zont war wel ; 36 eurvezh diwezhatoc'h e vezont teñval petra bennak ma chom gwenn o begoù. Goude div sizhun e tigor daoulagad ar c'helin hag e teu o c'hroc'hen da vezañ duoc'h ; gouest int da vont en ur voul. Denañ o mamm a ra ar pologed : pemp rumm tezoù he deus ; goude teir sizhun e kollont o dent-laezh, ha dent nevez a zeu dezho. D'ar mare-se e krogont da vont da glask boued gant o mamm, a gendalc'h d'o magañ gant he laezh a-raok o dizonañ, un daou vizvezh bennak goude an embaradur.
Bloaz goude o ganedigezh e c'hall ar parezed dougen kelin d'o zro. Un torad hepken a c'hallont kaout bep bloaz.
Goañviñ
Pa vez re yen an amzer ha pa zeu ral ar boued e c'hall Erinaceus europaeus goañviñ, da lavarout eo izelaat gwrezverk e gorf, gorrekaat talmoù e galon ha kousket en ur chom bev a-drugarez d'ar pouez en devoa tapet er mizioù tommoc'h.
Adalek miz Du betek miz Meurzh e vez an Heureuchined o goañviñ, ma'z int yac'hus, tev ha druz a-walc'h. Ma chom klouar an amzer e miz Du avat e chomont pelloc'h er-maez, ha pa vez tommoc'h adalek miz C'hwevrer e c'heller dija o gwelet en natur hag el liorzhoù. Meur a wech e tihun an Heureuchined e-kerzh o frantad goañviñ, da glask boued m'o deus ezhomm.
Preizherien
Evit en em zifenn e c'hell an heureuchined mont en ur voul pa vez dañjer. Kalz danvez preizherien a vez pellaet gant an doare-se, met dilerc'hioù Heureuchined zo bet kavet e stomogoù Lern rous (Vulpes vulpes), Broc'hed (Meles meles) ha Marted bourin (Martes martes). Diwar loened bet friket war an hentoù e teu an darn vrasañ eus an dilerc'hioù-se moarvat, met merzet eo bet e vez kalz nebeutoc'h a Heureuchined el lec'hioù ma vez kalz Broc'hed.
Daou breizher pennañ an Heureuchined eo an Toud meur (Bubo bubo) hag an Erer meur (Aquila chrysaetos).
An toud a dap krog e dremm an Heureuchin a-raok digroc'henañ ar c'hein gant e seulioù da gavout ar c'hig ; meur a groc'hen kein Heureuchined zo bet kavet nepell diouzh kludoù ha neizhioù Bubo bubo[2].
War enezenn Gotland e Sveden, ken ral eo ar preizhoù all ma'z a Heureuchined ha Lapined da ober an darn vrasañ eus boued Aquila chrysaetos[3].

Boued kemmañ

Amprevanetaer eo Heureuchin Europa : biskoul, c'hwiled, c'hevnid, senk ha preñvedenned a ya gantañ ; buzhug, maligorned, melc'hwed (betek 80 en un nozvezh) a ya gantañ ivez, koulz ha vioù an evned a ra o neizhioù war an douar. Gwech ha gwech all e teu da grignat frouezh a zo kouezhet war an douar, alese e lesanvioù avalaouer ha laer-avaloù e Breizh. Gagnoù a zebr ivez a-wechoù pa ne gav ket trawalc'h a brotein e lec'h all.

Annezva kemmañ

 
Annezva en Europa

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Lies-kenañ eo annezioù Heureuchined Europa, koulz en natur gouesañ hag el lec'hioù a zo bet kemmet gant mab-den. Kavet e vezont e koadeier, pradeier, parkeier, liorzhoù, frouezhegi ha gwiniegi ; e-kichen annezioù an dud e vevont ivez.
An izeldirioù a blij dezho, etre 400 ha 600 m, met er menezioù e vezont a-wechoù : etre 1 500 ha 2 000 m ez eus bet gwelet Heureuchined en Alpoù hag er Pireneoù[4].
Ral a wech e vezont kavet er pinegi, dre ziouer a zanvez evit sevel o neizhioù[5].
El liorzhoù avat e kaver ar muiañ a Heureuchined.

Europa
Erinaceus europaeus a gaver eus al Ledenez iberek hag Italia er Su betek Skandinavia en Norzh, hag eus Rusia er C'hornôg betek Breizh-Veur hag Iwerzhon ; en inizi ar Mor Kreizdouar en e gaver ivez : Korsika, Sardinia, Sikilia hag Elba. Hep mar e voe degaset da Iwerzhon ha da inizi ar Rouantelezh-Unanet[6].
Zeland-Nevez
Aloubus eo Erinaceus europaeus e Zeland-Nevez, ma voe degaset e dibenn an XIXvet kantved gant Saozon ha Skosiz evit diastuziñ ar parkeier e Su ar vro. Buan avat e voe kaset loened da enezenn an Norzh ivez. Kement e paotajont ma voent lakaet da noazus er bloavezhioù 1920 ; e Zeland-Nevez a-bezh e kaved Heureuchined er bloavezhioù 1950, war-bouez el lec'hioù yenañ, glepañ hag erc'hek — hogen gwelet ez eus bet Heureuchined o krapat gant erc'hegi[7].

Skañvoc'h eo Erinaceus europaeus e Zeland-Nevez eget e kornioù yenañ Europa, rak klouaroc'h e vez ar goañvezhioù : n'o devez ket ezhomm da bakañ kement a bouez ha berroc'h eo o goañviñ (tri mizvezh d'an hirañ) ; kalz Heureuchined ne c'hoañvont ket tamm ebet e Norzh ar vro[8].

Statud mirerezh kemmañ

LC (Least Concerned, "kudenn ebet") e oa Statud mirerezh Erinaceus europaeus d'an 9 a viz Gwengolo 2016 hervez an IUCN[9].
War zigresk koulskoude ez a an niver a Heureuchined en Europa : ouzhpenn d'ar mervent degaset gant ar c'hirri e vez krennet o annezva gant ar c'hêriekaat ha gant direizhamantoù an hin. Da VU (Vulnerable, "chalus") eo bet lakaet statud Heureuchined ar Rouantelezh-Unanet, pa'z eo digresket o niver eus 46% etre 2016 ha 2020[10].

Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. (en) Reeve 1994, p. 7.
  2. (en) König & all., 2009.
  3. (en) Tjernberg, Martin. Diet of the golden eagle Aquila chrysaetos during the breeding season in Sweden. In : Ecography, levrenn 4, niv. 1, C'hwevrer 1981, pp. 12-19. Kavet : 14/08/2022.
  4. (en) Mitchell-Jones & al., 1999.
  5. (en) Morris, 2006.
  6. (en) Harris & Yalden, 2008, pp. 38-39.
  7. (en) Pipek, Pavel & al.. Independent introductions of hedgehogs to the North and South Island of New Zealand. In : New Zealand Journal of Ecology (2020) 44(1): 3396. Kavet : 14/08/2022.
  8. (en) King & Barrett, 2006.
  9. (en) IUCN Red List. Kavet : 14/08/2022.
  10. (en)Mammal Society. Kavet : 14/08/2022.