High Force zo ul lamm-dour war ar stêr Tees, nepell diouzh Middleton-in-Teesdale, e kontelezh Durham, e Bro-Saoz.

Lamm-dour High Force

Ar stêr Tees a ra ul lamm 21 metr eno. Daoust ma n'eo ket al lamm-dour uhelañ a zo e Bro-Saoz (Cautley Spout, e Cumbria, zo kalz uheloc'h, da skouer, gant 180 metr uhelder) ez eo High Force memes tra al lamm-dour eus Bro-Saoz gant ar c'hementad brasañ a zour o kouezhañ en un taol pa vez bras-bras ar stêr.