Hilion

kumun Aodoù-an-Arvor


Hilion (skrivet Hillion e galleg) a zo ur gumun eus eus kanton Tregaeg, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.

Hilion
Ar vourc'h.
Ar vourc'h.
Ardamezioù
Anv gallaouek Hilion
Anv gallek (ofisiel) Hillion
Bro istorel Bro-Sant-Brieg Bro-Sant-Brieg
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Langaeg (betek 2015)
Tregaeg (abaoe 2015)
Kod kumun 22081
Kod post 22120
Maer
Amzer gefridi
Annie Guennou
2022-2026
Etrekumuniezh Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Sant-Brieg
Lec'hienn web (fr)Blog ofisiel ar gumun
Poblañsouriezh
Poblañs 4 246 ann. (2020)[1]
Stankter 171 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 30′ 51″ Norzh
2° 40′ 03″ Kornôg
/ 48.5141666667, -2.6675
Uhelderioù kreiz-kêr : 25 m
bihanañ 0 m — brasañ 86 m
Gorread 24,76 km²
Lec'hiañ ar gêr
Hilion

Douaroniezh kemmañ

Bras eo eo ar gumun-se (gorread: tost da 2 500 ha peogwir ez eus div barrez en unan: Hilion ha Sant-Reunan.

Hir eo an aod ivez: 12 km, peogwir eo Hilion ur c'hourenez (kelc'het gant "mirlec'h naturel Bae Sant-Brieg", an hini vrasañ e Breizh).

  • Tevennoù Bon Abri (180 spesad struzh, 36 spesad laboused hag 7 spesad divelfenneged)
  • Ur porzh bihan: E «Saint-Guimond»
  • Teir zraezhenn: Traezhennoù «Bon Abri», «Lermot» hag ar Gerveur (La Grandville).

Armerzh kemmañ

  • Meskl Hilion: 10 % eus kenderc'h Bro-Frañs war tost da 100 km peulioù (sevel meskl).

Anv kemmañ

  • Erwan Vallerie ː Aula Helyoni, XIIvet; Hillion, 1219; Hyllion, 1216; Hylion, Hilion, 1224; Hillion, 1287; Hylion, 1330; Hillion, 1516

Ardamezioù kemmañ

En gul, e sourin en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel ouzh red ar sourin Diforc'h ardamezioù Roland de Hilion (1278) Kuzul ar Gumun ː 29 Ebrel 1989

Istor kemmañ

Orinoù kemmañ

  • Istor Hilion 'zo teñval met un dra a zo sur: ar Romaned hag ar C'halianed a oa staliet eno (kavet e oa bet roudoù porzh kozh, tiez-annez, ur templ, un hent eus ar Romaned...).
  • Betek ma'c'h erruas ar Vrezhoned e oa kazi didud an dachenn. Riwal, roue Domnonea a oa staliet e Hilion. Kastell Riwal e oa ar c'hastell kentañ e Hilion lec'hiet e Leshilion («Licellion», skrivet ivez «Lissilion»).

XIXvet kantved kemmañ

  • Krouet e voe parrez katolik Sant-Reunan e 1870 diwar goust parrez Hilion.

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

Eil Brezel-bed kemmañ

Brezelioù didrevadennañ kemmañ

Norzh-Afrika kemmañ
  • Mervel a reas meur a vilour ag ar gumun.

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Maen-hir «Carquitté».
  • Hent ar Romaned er Pontoù-Nevez.
  • Villa Granville hag an annezadenn Hôtellerie (ma voe dizoloet moneiz keltiek, aspadennoù Romaned hag ivez un arched graet e plom gant an endalc'h (IIIe kantved) eus amzer ar C'halianed-ha-Romaned.
  • Iliz katolik Sant Yann-Vadezour (XIVvet-XVvet kantved)
  • Maner «Licantois» (XVIvet kantved), maner ar werjeoù (XVvet K.).
  • Kouldri «Clos-Guéguen« (XVIvet kantved), hag ivez kouldrioù Kerbihan ha Bonabry.
  • Kalvar Bonabry (XVIIvet kantved).
  • Chapel Sant-Laorañs ha Sant-Maour (hag ar feuteun Sant-Maour e-kichen), Chapel Sant-Erwan ha Sant-Matulin ar gwernoù, chapel Sant-Loup ha Sant-Jili e Bonabry.
  • Kroaz Meheut (kroaz kozh Sourdrais) ha kroaz Terterien (1832) savet el lec'h ma oa ur chapel gozh.
  • Kastell Bonabry, Kastell ar Gwernoù ha dreist-holl kastell "Gwenngoad".
  • Iliz katolik Sant Reunan (XIXvet kantved).
  • Trenbont ar Pontoù Nevez savet war ar Gouesan gant Louis Harel de la Noë (1913).
  • Tredanva dre dour ha stankell Pont-Rolant (1935).
  • Monumant ar re varv e-tal iliz katolik Sant Yann-Vadezour er vourc'h, luc’hskeudenn[6]. Dioueliet e voe d’an 3 a viz Ebrel 1921[7].
  • Monumant ar re varv e-tal iliz katolik Sant Reunan, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[8].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 kemmañ

Demografiezh
1962 1968 1975 1982 1990 1999 2006 2012
2122 2235 2858 3232 3591 3786 4001 4049 4066
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793 kemmañ

Melestradurezh kemmañ

Tud kemmañ

Tud marvet eno kemmañ

Tud liammet gant Hilion kemmañ

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

  Auffray [9] Treustellet etre argant ha sabel a c'hwec'h pezh, e leon en aour balirant
  Guéguen [10] En argant e wezenn-olivez geotet; e c'hrenn balefarzh en erminoù, karget gant div kadvouc'hal en gwad peuliek
  Micault [11] En glazur, e alarc'h en argant melezouriñ war vord ur veunteun ivez en argant, hag heuliet ouzh kab gant un heol en aour

Liammoù etrebroadel kemmañ

Gevelliñ kemmañ

bro kêr abaoe
  Italia Ballabio 2003

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur kemmañ

  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008 Michèle Gaillard : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XIV. Province ecclésiastique de Reims (Belgica Secunda). De Boccard. 2006
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 2,0 ha2,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  3. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  4. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  5. (fr)Pertes USAAF
  6. (fr)Memorial Genweb
  7. (fr)Université de Lille
  8. (fr)Memorial Genweb
  9. Aotrounez la Grandville
  10. Aotrounez la Villecolué hag ar C'hlos, en Hilion ; la Crois-Hulin, e Ploufragan
  11. Ur c'habiten gwarded-aod Hillion e 1758, en eus kemeret perzh ouzh Emgann Sant-Kast e 1758