Pa c'hoarvez ur c'hren-douar, e vez graet gant hipokreizenn (pe fokus ha dangreizenn[1]) evit ober anv eus poent loc'h an torr sismek war ar frailh. Graet e vez epikreizenn eus eztaoladur an hipokreizenn war c'horre an Douar.

Dres dindan an epikreizenn emañ an hipokreizenn pe fokus

Evit lec'hiañ orin ar c'hren-douar e vez graet gant muzulioù diazezet war fenomen ar wagenn sismek. Evel en holl fenomenoù gwagenn e fizik e kresk diasurter un hevelep muzulioù gant an hirder gwagenn a vez pledet gantañ.

A-bouez bras eo rak gant ar c'hrenoù-douar kreñv e vez skignet ul lodenn vat eus o energiezh laosket dindan stumm gwagennoù sismek dezho hirderioù gwagenn hir-tre. Diaes eo kavout petra eo donder resis ar gwagennoù-se.

Hipokreizenn an tarzhadennoù en aer kemmañ

Da-geñver un darzhadenn nukleel e talvez an hipokreizenn (ground zero e saozneg) evit ar poent a zo war gorre an douar a-blom dindan an darzhadenn (pa c'hoarvez en aer), el lec'h m'emañ an impakt brasañ.

Gerdarzh kemmañ

Henc'hresianeg υπόκεντρον: ger-ha-ger : dindan ar greizenn.

Gwelet ivez kemmañ

Daveoù ha notennoù kemmañ

  1. "Dangreizenn" hervez TermOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)