Hispania vizigot eo anv ar marevezh istorel ma tiazezas ar Vizigoted e ledenez Iberia, entre kreiz ar Vvet kantved ha deroù an VIIIvet kantved.

Fíbula Alovera en arem ha pasta vítrea eus ar VIvet kantved, kavet en Alovera (Guadalajara). Museo Arqueológico Nacional de España.
Emled Rouantelezh ar Vizigoted betek deroù ar VIvet kantved.

Aloubadegoù german kemmañ

Adal an IIIde ha Vvet kantved e oa bet gwelet div bobl c'herman o treuziñ ledenez Iberia :ar Sueved hag ar Vandaled, hag ivez an Alaned, ur bobl iranat, a zo anezhi bepred en Osetia, e menezioù Kaokaz. War-dro 409 pe 410, ez eus meneg eus donedigezh un 30 000 a Sueved (dizemglev zo diwar-benn o niver etre an istorourien) dre ar Pirineoù , ar bobl a aloubas gwalarn al ledenez, Gallaecia, ha Braccara e oa o c'hêr-benn.