Homo

Klopennoù Homo sapiens (a-gleiz) ha
Homo neanderthalensis (a-zehou) keñver-ha-keñver
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata / Vertebrata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Isurzhad : Haplorrhini
Danisurzhad : Simiiformes
Uskerentiad : Hominoidea
Kerentiad : Hominidae
Anv skiantel
Loen
genad
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar genad Homo zo ur genad hag a vod an den modern (Homo sapiens) ha spesadoù all zo aet da get, renket gant ar skiantourien e-giz hendadoù pe spesadoù kar dezhañ, Homo erectus hag Homo neanderthalensis peurgetket. Anadiñ a reas ar genad gant Homo habilis war-dro 2,1 – 2,3 milion a vloavezhioù zo hervez an istimadenn degemeret peurliesañ[1][2]. Kinniget ez eus bet uhelaat an deiziad-se da 2,8 Ma e 2015 abalamour ma oa bet dizoloet un askorn karvan eus ar mare-hont[3]. Dont a ra ar genad Homo eus ar genad Australopithecus zo aet da get abaoe mod all.

Homo, moarvat, e-giz Paranthropus, zo ur skourr c'hoar da Australopithecus africanus a oa en em zispartiet e-unan diouzh lignez ar genad Pan, ar chimpanzeed, da vare ar Miosen uhelañ pe ar Pliosen abred[4][5].

Homo erectus a anadas war-dro 2 vilion a vloavezhioù zo hag, e meur a zivroadeg abred, en em skignas en holl Afrika (el lec'h ma vez anvet Homo ergaster) hag en Eurazia. Ar c'hentañ spesad eus ar genad Homo e oa moarvat da vevañ en ur gevredigezh chaseourien-dastumerien ha da vestroniañ an tan. Anezhi ur spesad gouest d'en em reizhañ ha graet berzh gantañ, Homo erectus a badas ouzhpenn ur milion a vloavezhioù hag en em dreuzfurmas tamm-ha-tamm e spesadoù nevez war-dro 500 000 bloaz zo. H. erectus er ster strizh (spesad Azia) a zo aet da get 140 000 bloaz zo. Homo erectus soloensis, bet kavet e Java, a seller outañ evel ar skourr diwezhañ eus H. erectus da vezañ chomet bev. Bloaziet gwezhall etre 50 000 ha 40 000 bloaz zo, ur studiadenn eus 2011 he deus ampellet an deizad ma oa aet H. e. soloensis da get da 143 000 bloaz zo d'an diwezhatañ, met kentoc'h a-raok 550 000 bloaz zo moarvat[6].

An den modern e-keñver an anatomiezh (Homo sapiens) a anadas etre 300 000 ha 200 000 vloaz zo[7], en Afrika, hag Homo neanderthalensis a anadas war-dro ar memes mare en Europa hag e kornôg Azia. Homo sapiens en em skignas e diavaez Afrika e meur a wagennad, adalek 250 000 vloaz zo marteze, hag adal 130 000 vloaz zo a dra sur. Skignadeg ar su, evel ma lârer, a grogas war-dro 70–50 000 vloaz zo[8][9][10] hag a voe heuliet gant trevadennadur padus Eurazia hag Okeania 50 000 vloaz zo. En Afrika koulz hag en Eurazia, Homo sapiens en em gavas hag en em baras gant spesadoù arkaek eus Homo[11][12]. Spesadoù arkaek (ha n'int ket sapiens) o dije kendalc'het da vevañ betek 40 000 vloaz zo (Dianadeg Neanderthal).

Aet eo da get razh spesadoù ar genad Homo hiziv nemet Homo sapiens. Ar spesadoù kar dezhañ diwezhañ, Homo floresiensis hag Homo neanderthalensis, zo aet da get, an eil 18 000 bloaz zo; hag egile 28 000 bloaz zo. Neoazh elfennoù dizoloet n’eus ket pell a lak ar skiantourion da soñjal en dije dalc'het Homo floresiensis da vevañ betek 12 000 bloaz zo, ha razh poblañsoù an Douar, nemet Afrikaniz, o defe genoù o tonet eus Den Neandertal da heul un hironerezh etre an daou spesad (Homo sapiens hag Homo Neanderthalensis) c’hoarvezet er Reter-Nesañ.

Etimologiezh kemmañ

Ar ger homō a dalv "den" e latin ha donet a ra ag an henlatin hĕmo a zeu-eñ ag an Indezeuropeg *dʰǵʰm̥mō ("eus an douar"), evel ar ger brezhoneg den[13]. Roet e voe an anv-mañ d’ar genad gant Carl von Linné e 1758.

Anvioù spesadoù kemmañ

Spesadoù anavezet ar genad Homo kemmañ

Arvarus eo c’hoazh renkadur ar spesadoù-se ha tabut zo atav etre an henzenoniourion evit lakaat ar re-mañ-re da spesad pe da isspesad.
Setu amañ spesadoù ar genad Homo hervez urzh al lizherenneg:

Beziañ a rae e re varv gant lidoù-kañv. Bevañ a reas en Eurazia nemetken. Aet eo ar spesad da get.

Den Neandertal hag Homo sapiens (Den Cro-Magnon) o doa bevet en Europa hag er Reter-Nesañ d’ar memes koulz.

  • Den Denisova zo ur spesad ag ar genad Homo dizoloet nevez zo e Siberia. Kenoadek e oa da Homo neanderthalensis, Homo sapiens ha Homo floresiensis.


Filogeniezh kemmañ

Un daksonomiezh eus Homo e-mesk ar marmouzed bras a weler evel amañ da-heul, gant Paranthropus hag Homo o tiwan a-douez Australopithecus (diskouezet amañ en un doare kladek gant Paranthropus, Kenyanthropus, hag Homo)[6]}}[6][14][4][5][15][16][17][18][19][20][21]. Ar filogeniezh resis e-barzh Australopithecus zo atav kalz dizemglevioù diwar he fenn. Deiziadoù nesaet skourroù ar c'hladoù zo diskouezet e milionoù a vloavezhioù (Ma)[18]. Graecopithecus, Sahelanthropus, hag Orrorin, kladoù c'hoar da Australopithecus moarvat, n'int ket diskouezet amañ. Rouestlet e vez anvadur ar strolladoù a-wezhioù rak alies e vez savet strolladoù a-raok na vije bet an disterañ dielfennadur kladek[16].

Hominoidea

Hylobatidae (giboned)

Hominidae

Ponginae (orangoutaned)

Homininae

Gorillini (gorilhed)

Hominini

Panina (chimpanzeed)

Australopithecines (en o zouez Australopithecus, Kenyanthropus, Paranthropus, Homo)

(7.8)
(8.8)
(15.7)
(20.4 Mya)


Australopithecines

Ardipithecus ramidus (†)

Australopithecus s.l.

Australopithecus anamensis s.s. (†3.8)

Australopithecus afarensis (†)

Australopithecus garhi (†)

Australopithecus deyiremeda (†3.4)

Kenyanthropus platyops (†3.3)

Australopithecus africanus (†2.1)

Paranthropus (†1.2)

Homo

Homo habilis (†1.5)  

Homo rudolfensis (†1.9)  

H. erectus s.l.

Homo ergaster (†1.4)  

Homo erectus Afrika s.s. (†)  

Homo erectus Azia s.s. (†0.1)  

(1.2)

Homo antecessor   (†0.8)

Homo heidelbergensis
Neandersovaned

H. neanderthalensis (†0.05)  

Tud Denisova (†0.05)

(0.3)

Homo sapiens  

(0.5)
(1.9)

Australopithecus sediba (†2.0)

Homo floresiensis (†0.05)

(3.4)
(3.9)
(7.3 Mya)

Meur a lignez eus ar genad Homo o defe bet diskennidi o ouennañ gant lignezoù all war a seblant. Prouennoù genetek a ziskouez en em veskas ul lignez arkaek bet dispartiet eus al lignezoù arall 1,5 Ma zo, H. erectus marteze, gant hini an Denisovaned war-dro 55 000 bloaz zo[22][15][23]. Karrekaennoù a ziskouez e kendalc'has Homo erectus s.s. da vevañ d'an nebeutañ betek 117 000 bloaz zo, hag Homo floresiensis a chomas bev betek 50 000 bloaz zo. Evit doare ul lignez Homo erectus-heñvel a 1.5 milion a vloavezhioù a hañval bezañ kavet e hent betek genom an dud a vremañ dre an Denisovaned, e-touez ar Bapoued hag henvroidi Aostralia peurgetket[15]. Genom an dud ha n'int ket Afrikaned a-zindan ar Sahara a orin a ziskouez ar pezh a seblant bezañ meur a zarvoud distag a hironerezh gant Neanderthal hag a-wezhioù ivez gant Denisovaned war-dro 45 000 bloaz zo[24][23]. Framm genetek strolladoù afrikan zo a-zindan ar Sahara a hañval diskouez e vije bet un hironadur gant ur boblañs a orin eus kornôg Eurazia war-dro 3000 bloaz zo[19][25].

Elfennoù zo a ro da soñjal e c'hallfe bezañ lakaet Australopithecus sediba er genad Homo, pe en e c'henad dezhañ e-unan, abalamour d'e lec'h e-keñverHomo habilis hag Homo floresiensis[17][26].

Taolenn spesadoù ar genad Homo kemmañ

Spesadoù Prantad amzer (e milionoù a vloavezhioù) Dasparzh Ment en oad-gour (m) Pouez en oad-gour (kg) endalc'had ar c'hlopenn (cm³) Dizoloadennoù ar c'harrekaennoù Deiziad an dizoloadenn /
embann e anv
H. habilis
N'eo ket sur ez a er genad homo
2,4 — 1,6[27] Afrika 1,0 — 1,5 30 — 55 600 Kalz 1960 / 1964
H. rudolfensis 1,9[28] Kenya       1 c'hlopenn 1972 / 1986
H. georgicus 1,8 — 1,6 Georgia     600 Nebeut 1999 / 2002
H. ergaster 1,9 — 1,25 Reter ha Su Afrika 1,9   700 — 850 Kalz 1975
H. erectus 2(1,25) — 0,3 Afrika, Azia (Java, Sina, Kaokaz), Europa 1,8 60 900 — 1100 Kalz 1891 / 1892
H. cepranensis 0,8 ? Italia       1 gokenn glopenn 1994 / 2003
H. antecessor 0,8 — 0,35 Spagn, Bro-Saoz 1,75 90 1000 3 lec'hienn 1997
H. heidelbergensis 0,6 — 0,25 Europa, Afrika, Sina 1,8 60 1100 — 1400 Kalz 1908
H. neanderthalensis 0,23 — 0,03 Europa, Azia ar C'hornôg 1,6 55 — 70 1200 — 1700 Kalz (1829) / 1864
Den Denisova 0,04 Mervent Siberia (Altaï)       Nebeut-tre 2010
H. rhodesiensis 0,3 — 0,12 Zambia     1300 Nebeut-tre 1921
H. sapiens 0,25 — amzer a-vremañ Bed a-bezh 1,4 — 1,9 55 — 80 1000 — 1850 Amzer a-vremañ — / 1758
H. floresiensis 0,10 — 0,012 Indonezia 1,0 25 400 7 hinienn 2003 / 2004

Perzhioù anatomek ar genad Homo kemmañ

Daoudroadegezh kemmañ

Perzhioù boutin gant an Hominina all kemmañ

An Hominina zo termenet gant o daoudroadegezh peurgetket. Ar perzhioù da-heul o deus :

  • 4 c'hrommadur el livenn-gein.
  • Un toull kilpenn e diazez ar c'hlopenn, ar pezh zo stag ouzh an dalc'h korf a-sav sonn.
  • Ur pelvis ledan ha digor-frank, hag a-drugarez dezhañ ur stabilded welloc’h en e sav.
  • eskern morzhed a-veskell e-keñver ul linenn a-blom a laka an treid da vout dindan ar c’hreiz-pouez.

Perzhioù ar genad Homo kemmañ

Izili ar genad Homo o deus ouzhpenn arperzhioù anatomek da-heul :

  • Izili a-dreñv hiroc'h evit an izili a-raok.
  • Ur meud troad kenstur gant ar bizied troad arall
  • Bezañs ur bolz troad.

Homo habilis en deus ur vorfologiezh etre na glot ket penn-da-benn gant ar perzhioù zo er roll diwezhañ-mañ. Evit pezh a sell Homo rudolfensis ne anaver ket ar relegenn en tu all d'ar c'hlopenn.

Klaskerien zo a ouzhpenn d'an tri ferzh roet uheloc'h ar varregezh da redek, diwar dielfennadur eskern karrekaet an treid hag ur serten niver a reizhadennoù morfologek a weler war an eskern karrekaet. Harpañ a ra ar soñj-se war damkan ar reder andur. Ouzhpennet e vez bremañ ar c’houested da redek.

Emdroadur ar c'hlopenn kemmañ

  • Un endalc'had klopenn brasoc'h evit 550cm3, brasoc’h eget hini an aostralopiteked hag ar primated arall, hag o vont war greskiñ e-doug ar Pleistosen (ouzhpenn 1 500 cm3 evit den Neandertal hag Homo sapiens), nemet evit den Flores e vefe, ur spesad a yeas war vihanaat abalamour d’an digenvezder war un enezenn.
  • Rontadur ar c'hlopenn.
  • Pladerezh an dremm dre ma tistremen nebeutoc'h-nebeutañ ar c'harvanoù.
  • Digresk ar c'higennoù a dalvez da chaokat
  • Digresk an dent, gant un digresk eus ment ar c'hildent eus M1 da M3 (kreskiñ a ra o ment e karvan an Aostralopiteked)[29].

barregezh d'ober gant ar vouezh kemmañ

  • Diskenn a ra ar c'harloc'henn tamm-ha-tamm, ar pezh a ro tu da vodulañ sonioù disklipet-mat[29] ;
  • Askorn an teod, en deus ur roll en implij ar vouezh, a gaver e relegoù den Neandertal. Ne ouzer ket hag eñ e oa unan gant ar spesadoù all.

Perzhioù sevenadurel ar genad Homo kemmañ

Un nebeud obererezhioù pe barregezhioù sevenadurel n'int kavet nemet e-touez izili ar genad Homo evit doare :

  • An implij eus binvioù maen da gentañ gant bili benet ha goude gant gwelladenn ar binvioù da vare an Akeulean
  • Implij an tan a-wezhioù kerkent ha 1,5 Ma zo (Homo erectus?), hep barregezh da c'hwezhañ an tan a-raok 400 000 bloaz zo avat (testeniekaet eo adalek Homo neanderthalensis)[30].
  • Bevezadur ingal a gig kavet o jiboesat pe o tispenn gagnoù[31].
  • Barregezh da vevañ dindan ledredoù un tamm pelloc'h en norzh (en Europa hag en Azia) evit ar genadoù Hominidae all.
  • Lidoù-kañv (testeniekaet adalek Homo neanderthalensis).
  • Arzoù evel al liverezh pe ar c’hizellerezh (testeniekaet adalek Homo sapiens).

Notennoù kemmañ

  1. Stringer, C.B. (1994). "Evolution of early humans", The Cambridge Encyclopedia of Human Evolution. Cambridge : Cambridge University Press. 242 p. 
  2. (2007) "Chapter 9: The Earliest Putative Homo Fossils", Handbook of Paleoanthropology. 1611–1631 p. DOI:10.1007/978-3-540-33761-4_52. 
  3. (March 2015) "Reconstructed Homo habilis type OH 7 suggests deep-rooted species diversity in early Homo". Nature 519 (7541): 83–86. DOI:10.1038/nature14224
  4. 4,0 ha4,1 (1997) "Earliest Remains of Genus Homo". Archaeology 50
  5. 5,0 ha5,1 (May 2015) "New species from Ethiopia further expands Middle Pliocene hominin diversity". Nature 521 (7553): 483–8. DOI:10.1038/nature14448
  6. 6,0 6,1 ha6,2 (2011) "The age of the 20 meter Solo River terrace, Java, Indonesia and the survival of Homo erectus in Asia". PLOS ONE 6 (6): e21562. DOI:10.1371/journal.pone.0021562.
  7. Callaway, E. (7 June 2017). "Oldest Homo sapiens fossil claim rewrites our species' history". Nature. DOI:10.1038/nature.2017.22114
  8. (March 2016) "Pleistocene Mitochondrial Genomes Suggest a Single Major Dispersal of Non-Africans and a Late Glacial Population Turnover in Europe". Current Biology 26 (6): 827–33. DOI:10.1016/j.cub.2016.01.037
  9. Sellet ouzh :
    • (April 2015) "A recent bottleneck of Y chromosome diversity coincides with a global change in culture". Genome Research 25 (4): 459–66. DOI:10.1101/gr.186684.114
    • (October 2016) "Genomic analyses inform on migration events during the peopling of Eurasia". Nature 538 (7624): 238–242. DOI:10.1038/nature19792
  10. (August 2019) "A Rare Deep-Rooting D0 African Y-Chromosomal Haplogroup and Its Implications for the Expansion of Modern Humans Out of Africa". Genetics 212 (4): 1421–1428. DOI:10.1534/genetics.119.302368
  11. (May 2010) "A draft sequence of the Neandertal genome". Science 328 (5979): 710–722. DOI:10.1126/science.1188021
  12. (November 2013) "Neanderthal and Denisova genetic affinities with contemporary humans: introgression versus common ancestral polymorphisms". Gene 530 (1): 83–94. DOI:10.1016/j.gene.2013.06.005 Hervez ar studiadenn-mañ e vefe posubl e vefe dleet an heñvelderioù genetek kavet etre ar poblañsoù arkaek ha modern a dud da liesstummegezh an hendadoù boutin dezhe dreist-holl
  13. X. Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, p. 176
  14. (miz Mae 2017) "Homo naledi and Pleistocene hominin evolution in subequatorial Africa". eLife 6: e24234. DOI:10.7554/eLife.24234
  15. 15,0 15,1 ha15,2 (miz Genver 2019) "Approximate Bayesian computation with deep learning supports a third archaic introgression in Asia and Oceania". Nature Communications 10 (1): 246. DOI:10.1038/s41467-018-08089-7
  16. 16,0 ha16,1 Zeitoun, V. (September 2003). "High occurrence of a basicranial feature in Homo erectus: anatomical description of the preglenoid tubercle". The Anatomical Record Part B: The New Anatomist 274 (1): 148–156. DOI:10.1002/ar.b.10028
  17. 17,0 ha17,1 (miz Eost 2015) "Bayesian analysis of a morphological supermatrix sheds light on controversial fossil hominin relationships". Proceedings. Biological Sciences 282 (1812): 20150943. DOI:10.1098/rspb.2015.0943
  18. 18,0 ha18,1 (miz Eost 2016) "The evolutionary relationships and age of Homo naledi: An assessment using dated Bayesian phylogenetic methods". Journal of Human Evolution 97: 17–26. DOI:10.1016/j.jhevol.2016.04.008
  19. 19,0 ha19,1 (December 2016) "Hominin interbreeding and the evolution of human variation". Journal of Biological Research 23 (1): 17. DOI:10.1186/s40709-016-0054-7
  20. (1 miz Mae 2019) The Origins of Europeans and Their Pre-Historic Innovations from 6 Million to 10,000 BCE: From 6 Million to 10,000 BCE. Algora Publishing. ISBN 9781628943795. 
  21. See:
  22. Sellet ouzh :
    • (1 a viz Even 2018) "Neanderthal language revisited: not only us". Current Opinion in Behavioral Sciences 21: 49–55. DOI:10.1016/j.cobeha.2018.01.001. ISSN 2352-1546
    • (miz Eost 2020) "Mapping gene flow between ancient hominins through demography-aware inference of the ancestral recombination graph". PLOS Genetics 16 (8): e1008895. DOI:10.1371/journal.pgen.1008895
    • (miz C'hwevrer 2016) "Ancient gene flow from early modern humans into Eastern Neanderthals". Nature 530 (7591): 429–33. DOI:10.1038/nature16544
    • (miz Genver 2014) "The complete genome sequence of a Neanderthal from the Altai Mountains". Nature 505 (7481): 43–9. DOI:10.1038/nature12886
  23. 23,0 ha23,1 Callaway, E. (2016). "Evidence mounts for interbreeding bonanza in ancient human species". Nature News. DOI:10.1038/nature.2016.19394
  24. (miz Ebrel 2016) "Why are there no persisting hybrids of humans with Denisovans, Neanderthals, or anyone else?". Proceedings of the National Academy of Sciences of the United States of America 113 (17): E2354. DOI:10.1073/pnas.1602270113
  25. (miz C'hwevrer 2014) "Ancient west Eurasian ancestry in southern and eastern Africa". Proceedings of the National Academy of Sciences of the United States of America 111 (7): 2632–2637. DOI:10.1073/pnas.1313787111
  26. (2017) "Progress in human systematics. A review". Paradigmi (2): 59–74. DOI:10.3280/PARA2017-002005. ISSN 1120-3404
  27. Alice Roberts, Evolution: The Human Story, DK Publishing, New York, 2018, (ISBN 1465474013) p. 100
  28. Alice Roberts, Evolution: The Human Story, DK Publishing, New York, 2018, (ISBN 1465474013) p. 101
  29. 29,0 ha29,1 Pascal Picq, Premiers hommes, éd. Flammarion, Paris, 2016
  30. Lyn Wadley, "The Origin and Development of Fire Technology in Africa", CARTA - The Perspective from Africa, 30 a viz Mae 2019
  31. Jean-Jacques Hublin, Quand d'autres hommes peuplaient la Terre : combien d'espèces ?, prezegenn e Musée de l'Homme, 19 a viz Here 2018, voir la vidéo en ligne.