Horatio Nelson

amiral er Royal Navy

Ar besamiral Horatio Nelson, 1añ Beskont Nelson, 1añ Dug Bronte, KB, ganet d'an 29 a viz Gwengolo 1758 hag aet da Anaon d'an 21 a viz Here 1805, lesanvet Amiral Nelson, a oa un ofiser er Royal Navy. Ofiser awener, penngadour mailh, deuet e oa a-benn da reiñ an trec'h d'ar Saozon e meur a emgann war vor, dreist-holl e-kerzh Brezelioù Napoleon. Gloazet e voe er stourm, ha koll a reas ul lagad e Korsika pa oa oadet a 35 bloaz. Kollet en doa ivez darn eus ur vrec'h e-kerzh aloubadenn c'hwitet Santa Cruz de Tenerife pa oa 40 vloaz. A-benn ar fin e voe lazhet e-kerzh Emgann Trafalgar e 1805.

Horatio Nelson, e 1799, poltred gant Lemuel Francis Abbott

Tri c'holonenn zo pe zo bet savet en e enor : gwelout Kolonenn Nelson.