Hugin ha Munin eo div vran zu an doue Odin e mitologiezh Skandinavia. Kement ha "Soñj" hag "Eñvor" e talv Hugin ha Munin.

Bep mintin, pa darzh an deiz, e tibrad Hugin ha Munin war-du ar bedoù da nijal a-us Åsgard (bed an doueed) ha Midgard (An Douar). Gwelet a reont ar pezh a c'hoarvez eno ha klevout ar pezh a vez lavaret. E dibenn an devezh e tistroont da azezañ war divskoaz Odin ha da vouslavarout d'e zivskouarn ar pezh o deus gwelet ha klevet koulz e bed an dud hag e hini an doueed. Abalamour da gement-se ez eo Odin an doue furañ ha gouiziekañ.

Levrlennadur kemmañ

Pennadoù kar kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Doueed ha doueezed mojennoù Skandinavia  
Odin | Thor | Baldr | Njörðr | Freyr | Loki | Heimdall | Týr | Frigg | Sif | Nanna | Forseti | Freya | Idunn