Hugo Boss AG, berraet dre ar stumm BOSS, zo anv un ti sevel dilhad cheuc'h en Alamagn. Savet e oa bet e 1924 gant Hugo Boss. Al lec'h pennañ a zo e Metzingen, en Alamagn. An embregerezh diazez a oa unan sevel unwiskoù. A-raok hag e-pad an Eil Brezel-bed e laboure Hugo Boss evit dafariñ ar Strollad Nazi kement hag an holl skourroù eus ar strollad evel an SS. Goude ar brezel hag ur wech marvet ar c'hrouer e 1948, Hugo Boss, e voe produet, e-lec'h unwiskoù, dilhad evit ar baotred. An embregerezh a yeas war-zu ar brasañ niver e 1985, en ur grouiñ dilhad liesseurt. E 1997 e voe ouzhpennet dastumadennoù dilhad evit ar merc'hed ivez. Er bloavezhioù 2008/2009 e voe ouzhpennet dilhad evit ar vugale. Hiziv-an-deiz ez eo perc'henn an embregerezh war 1100 stal gwerzhañ dilhad dre ar bed (e 2016).

Logo an embregerezh Hugo Boss
Bruderezh Hugo Boss 1933 evit unwiskoù an SS, SA hag Hitlerjugend


Pennadoù kar kemmañ