Huon Veur, ganet war-dro 897 ha marvet e 956 e Dourdan, mab da Roperzh Iañ, roue ar Franked, a voe kont Pariz, markiz Neustria adalek 923, dug ar Franked adalek 936, ha kont Auxerre adalek 954. Tad e oa da Huon Capet.

E penn un domani bras ha galloudus e oa, ha pa varvas ar roue Raoul, e 936, e nac'has gwiskañ kurunenn ar rouantelezh gant aon da goll e c'hounidoù. Kendrec'hiñ a reas uhelidi all ar vro da vont da gerc'hat Loeiz, mab Charlez III, harluet e Bro-Saoz, ha dibab anezhañ evel roue.

E penn kentañ ren Loeiz IV en em glevas mat Huon Veur gant ar roue yaouank, met buan e trenkas ar soubenn hag enebiñ a reas outañ neuze betek e varv.

Dimeziñ ha bugale kemmañ

Gant e serc'h Raingarde Dijon, merc'h da Raoul, kont Dijon, ien doe ur mab:

  • Herbert pe Héribert (†996), a voe eskob Auxerre.

E 914 e timezas da ur verc'h da Roger du Maine/ War-dro 926 ec'h addimezas da Eadhild Wessex (pe Édith), merc'h da Édouard l'Ancien,

Addimeziñ a eure war-dro 937 da Hadwig von Sachsen (922-965), merc'h da Herri Iañ an Evnetaer, c'hoar an impalaer Otto Iañ, hag e-touez o bugale e oa :

  • Béatrice, dimezet da Frédéric Iañ, kont Bar ha dug Lotaringia Uhel,
  • Huon, anavezet evel Huon Capet, roue ar Franked en 987,
  • Emma, dimezet da Richard Iañ, dug Normandi, ha bugale dezho ;
  • Otto, a voe dug Bourgogn, divugel,
  • Odo, a vo dug Bourgogn war-lerc'h e vreur Otto, dindan an anv Herri, ha bugale dezhañ.