Hyas (henc'hresianeg: Ὑας), a oa mab d'an Titan Atlas ha da Bleione, pe da Aithra an Okeanidenn. Ur gwareger brudet e oa, hogen lazhet e voe gant e breizh.

Hervez koñchennoù zo e voe lazhet o klask laerezh he leoned bihan digant ul leonez, hervez re all e oa naered bihan digant un naer, met hervez ar vojenn anavezetañ e voe toullgofet gant un hoc'h-gouez. He c'hoarezed, an Hyadezed, a ouelas dezhañ, kement ha ken bihan ma varvjont gant ar glac'har. Ha Zeus, bamet dirak kement a garantez en un tiegezh, a droas anezho e stered (ha sede penaos e voe krouet ar steredeg Hyades), ha lakaet e penn an Tarv, ma weler bep bloaz glav bras pa savont ha pan eont da guzh. Doueezed ar glav e oant deuet da vezañ.