Hyder Ali, pe Haidar Ali (Dodballapur, c. 1722-1782 Chittur) a oa un ofiser indian, muzulman chiit, hag a zeuas da vout penn-brezel ha gouarnour Rouantelezh Maisor, pe Mysore, ur vro dizalc'h e mervent India, e dibenn an XVIIIvet kantved.

Hyder Ali
Haidar Ali, engravadur gant Pierre Adrien Le Beau, e 1762.
An amiral gall Pierre Suffren gant Hyder Ali en 1783. Engravadur gant J.B. Morret, e 1789

Gant e vab Tipu Sultan e stourmas a-enep ar Saozon a glaske teurel o c'hrabanoù war su India.

E vuhez kemmañ

Mab e oa da Fateh Haidar Alî Mohammad, a lavare diskenn eus ar profed Mahomed, hag a oa mab d'ur fakir, muzulman soufi, eus Panjab. Daous ma ne ouie ket lenn en devoa perzhioù splann ha spered lemm a-walc'h da sevel betek penn stad Maisor.

Soudard e oa e servij ar raja (roue) Krishnaraja Wadiyar II, a daolas pled e oa ur brezelour kadarn. E-kerzh seziz Devanhalli en 1749, e sachas Haidar evezh Nanjirâj, ministr ar raja, hag anvet e voe da ofiser uhel. Adaozañ a reas arme Maisor, ha pourveziñ ar soudarded gant dafar heñvel ouzh hini ar Saozon hag ar C'hallaoued. En 1757 e voe anvet da bennjeneral