Hywel ab Owain Gwynedd

Hywel ab Owain Gwynedd, a varvas e 1170, a oa priñs eus rouantelezh Gwynedd, ha barzh. Mab bastard e oa da Owain Gwynedd, priñs Gwynedd, ha da b-Pyfog, ur vaouez a Iwerzhon, ma vez graet Hywel ap Gwyddeles anezhañ ivez.

Maen-koun da Hywel ab Owain Gwynedd, e Traeth Coch, Ynys Môn, e-kichen tachenn emgann Pentraeth.

E 1143 e voe lazhet Anarawd ap Gruffydd, priñs Deheubarth, gant Cadwaladr, breur Owain Gwynedd, a oa perc'henn war douaroù e Meirionnydd ha Ceredigion. Goulenn a reas Owain digant Hywel neuze mont da skrapañ douaroù e eontr Cadwaladr en hanternoz Ceredigion. Ha Hywel d'ober, ha kemer kastell Aberystwyth kement hag ober, ha c'hwezhañ an tan e-barzh. E 1147 ez eas Hywel hag e vreur Cynan da skarzhañ o eontr Cadwaladr eus e zouaroù e Meirionnydd, ha kemeret e voe gante e gastell e Cynfael.

Kollet e voe kreisteiz Ceredigion gant Hywel avat e 1150 pa deuas Cadell ap Gruffydd eus Deheubarth d'e gas kuit en tu all d'ar stêr Aeron ha pa embannas bout perc'henn war ar vro.

Brezel kemmañ

Pa varvas Owain Gwynedd e 1170 e savas tabut etre e vibion da c'houzout gant piv ez aje aotrouniezh Gwynedd. Ma voe ret da Hywel tec'hel da Iwerzhon rak e lezvreudeur, Dafydd ab Owain Gwynedd ha Rhodri. En Iwerzhon e savas un arme hag e teuas en-dro er memes bloavezh da c'houlenn e lod eus ar briñselezh, met trec'het e voe ha lazhet en un emgann e-tal Pentraeth en Enez Mon. Eno ivez e voe lazhet seizh mab e dad-kaer Cadifor. Gant ar barzh Peryf ap Cedifor e voe kanet marvnad Hywel hag e lezvreudeur.

Ar barzh kemmañ

Ur barzh meur e oa Hywel, ha miret ez eus eizh eus e werzioù. An hini brudetañ anezho moarvat eo Gorhoffedd Hywel ab Owain Gwynedd, a gan enno meuleudi d'e vro Gwynedd, d'he c'haerded ha da goantiz he merc'hed.

Caraf ei morfa a'i mynyddedd Karan e vorva hag e venezioù
A'i chaer ger ei choed a'i chain diredd Hag e c'hêr 'tal he c'hoad hag he...
A dolydd ei dwfr a'i dyffrynnedd, Ha pradoù he dour hag he saonennoù
A'i gwylain gwynion a'i gwymp wragedd. Hag he gouelini gwenn hag he brav wragez

Er barzhonegoù all e kaver meneg eus karantez evit ar wech kentañ er varzhoniezh kembraek, diwar levezon ar varzhoniezh c'hall, eme ar ouizieion. Da neuze e ranker krediñ e oant anavezet gant Hywel.

E vugale: kemmañ

  • Gruffudd ap Hywel ab Owain Gwynedd;
  • Caswallawn ap Hywel ab Owain Gwynedd.

Levrioù kemmañ

  • John Edward Lloyd (1911) A history of Wales from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co).


   Barzhed ar Briñsed (1100-1290)
Bleddyn Fardd | Cynddelw Brydydd Mawr | Dafydd Benfras | Daniel ap Llosgwrn Mew | Einion ap Gwalchmai | Einion ap Gwgon | Einion ap Madog ap Rhahawd | Einion Wan | Elidir Sais | Goronwy Foel | Gruffudd ab yr Ynad Coch | Gruffudd ap Gwrgenau | Gwalchmai ap Meilyr | Gwernen ap Clyddno | Gwgon Brydydd | Gwilym Rhyfel | Gwynfardd Brycheiniog | Hywel ab Owain Gwynedd | Hywel Foel ap Griffri ap Pwyll Wyddel | Iorwerth Fychan | Llygad Gŵr | Llywarch ap Llywelyn | Llywarch Llaety | Llywarch y Nam | Llywelyn Fardd Iañ | Llywelyn Fardd II | Madog ap Gwallter | Meilyr ap Gwalchmai | Meilyr Brydydd | Owain Cyfeiliog | Peryf ap Cedifor | Y Prydydd Bychan | Phylip Brydydd | Seisyll Bryffwrch.