../.. | Eil milved | IIIe milved | IVe milved | ../..


Kroget en deus an IIIe milved d'ar 1añ Genver 2001 hag echuiñ a raio d'an 31 Kerzu 3000, da lavaret eo eus an XXIvet kantved betek an XXXvet kantved.

Penndarvoudoù kemmañ

 
Kenderc'hel a raio ar roboteg hag an naouegezh artifisiel da vont war-raok.

Steuñvoù ha raktresoù kemmañ

  • steuñv Unaniezh Europa eo da izelaat dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer dre 55% e 2030,
  • raktresañ a ra an NASA da gas tud en ur gefridi da Veurzh etre 2031 ha 2035,
  • pal an ONU eo e vefe alfabetakaet holl annezidi ar bed ha gallout a reont holl mont war ar Genrouedad e 2030.

Darvoudoù da zont kemmañ

  • 19 a viz Genver 2038 : un draen a vo evit kalz sistemoù niverel loc'het e 1970.
  • 2041 : fin labourioù dispennadur kreizenn nukleel Brenniliz programmet gant ar Stad gall.
  • 2047 : d'ar 1 a viz Gouere e vo war an echu an emglev "ur vro, daou sistem" etre Hong Kong ha Republik Pobl Sina. Skoulmet eo bet d'ar 1 a viz Gouere 1997 gant Deng Xiaoping evit ober war-dro adunvaniezh Hong Kong gant Sina, ha diferet e oa bet e Disklêriadur Boutin Breizh-Veur-Sina e 1984. N'eo ket resisaet e teuliad ebet petra vo graet goude. (Lod a lavar eo bet torret ar sistem e 2020 gant al Lezenn diwar-benn ar Surentez Broadel.)
  • 2048: d'ar 14 a viz Genver e teuio Protokol Madrid diwar-benn Antarktika d'e dermen, hag e vo adwelet.
  • 2049:
    • d'ar 1 a viz Here e tle bezañ echuet Hentoù Nevez ar Seiz hag a gloto gant 100vet deiz-ha-bloaz diazezadenn Republik Pobl Sina.
    • d'an 20 a viz Kerzu e vo echu an emglev "ur vro, daou sistem" gant Makao, kroget 50 bloaz araok d'an 20 a viz Kerzu 1999.

Lidoù kemmañ

Steredoniezh kemmañ

 
Eris treset gant un arzour.
  • 31 a viz Mae 2068 : c'hoarvezhout a raio ur fallaenn war an Heol,
  • miz Eost 2113 : tizhet e vo he afelienn gant ar gorrblanedenn Ploudon evit ar wech kentañ abaoe e oa bet dizoloet e 1930
  • miz Gwengolo 2231 - miz Here 2245 : tostoc'h e vo Ploudon ouzh an Heol eget Neizhan evit ar wezh kentañ abaoe ar bloazh 1999,
  • 2265: distro Kometenn Vras 1861.
  • tri tostadur a c'hoarvezo etre an Douar ha Meurzh :
    • 55 688 405,2 km a vo etrezo d'ar Sul 28 a viz Eost 2287,
    • 55 651 582,118 km d'an 3 a viz Gwengolo 2650,
    • 55 651 033,122 km d'an 8 a viz Gwengolo 2729.
  • 2562 : echuiñ a raio ar gorrblanedenn Eris he reveulzienn gentañ tro-dro d'an Heol abaoe eo bet dizoloet e 2005.