I Need You (kanaouenn, George Harrison)

I Need You eo an eil kanaouenn savet, ton ha son, gant George Harrison (1943-2001) evit ar strollad The Beatles.

N'en devoa ket skrivet ar gitarour saoz sonenn ebet abaoe Don't Bother Me (miz Eost 1963) a-raok ma voe dibabet I Need You da vezañ lakaet war an albom Help![1] (embannet d'ar 6 a viz Eost 1965). Enrollet d'ar 15-16 a viz C'hwevrer 1965[2] e Londrez, 2:28 he fadelezh, e voe lâret gant tud 'zo e oa bet savet ar ganaouenn garantez-mañ evit Pattie Boyd (1944-) en devoa kejet Harrison ganti da-geñver treiñ ar film A Hard Day's Night e miz Meurzh 1964.

Lod eo I Need You eus ar c'hanaouennoù a glever a-hed ar film Help! (deuet e-maez e miz Goure 1965) ivez.

Evit ar wech kentañ e voe implijet un droadikell wah-wah gant George Harrison d'an degouezh.

Levrlennadur kemmañ

  • Tim Hill, THE BEATLES Quatre garçons dans le vent, Éditions Place des Victoires, miz Here 2008 pajennoù 427-441.

Liammoù diavaez kemmañ

Da-geñver ar sonadeg Concert for George, dalc'het e Royal Albert Hall Londrez d'an 29 a viz Du 2002, e voe kanet I Need You gant mignon meur Harrison Tom Petty (1950-) : I Need You - Concert For George - Tom Petty.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Ur ganaouenn all savet gant Harrison a voe dibabet evit an albom-mañ : You Like Me Too Much.
  2. Sizhun war-lerc'h, d'an 22 a viz C'hwevrer eta, e nijas kuit The Beatles da vBahamas evit kregiñ gant eil film ar strollad : Help!.